Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/159

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ha luc’hed gad he zaoulagad,
Ha darc’h enn douar gad he droad ;

Ken a oa ar re-all trec’het,
Hag ar c’hleun treuzet enn eur red.

— Otrou roue, ’vel peuz touet,
Ho merc’h Linor renkann kaouet.

— Ma merc’h Linor n’ho pezo ket,
Na den evel-d-hoc’h ken-neubet ;

Ne ket kelc’herien a fell d’e,
Da rei da bried d’am merc’h-me. —

Eunn ozac’h koz a oa eno,
Ha gat-han eur pikol varo,

Eur varo enn he chik, gwenn-kann,
Gwennoc’h evit gloan war al lann;

Hag hen gwisket gad eur ze c’hloan,
Bordet penn-da-benn gad argant ;

Hag hen enn tu deou d’ar Roue,
Out-han gourgomze, er pred oue.

Ar Roue pa’n deuz he glevet,
Dre deir gwech gand he vaz neuz skoet ;

Teir gwech gand he vaz war ann doll,
Ken a lakaz selaou ann holl :

— Mar gasez d’in telen Varzin
Dalc’het gant pider sug aour fin ;

Mar gasez he delen d’i-me
Zo staget e penn he wele ;