Sotoni bras ve da un den
Discrêgui eus tout e voyen,
Ha rancout goulen goude-se
E ezomou ous bugale.
Seantoc’h eo goulen oc’h tad,
Evit d’an tad goulen dious mab.
Guelet hon eus meur a exempl
Etouez tud cre ha tud sempl,
Ar vugale o caç ractal
Ho zad, ho mam d’an hospital.
An Doctor.
Pe etre piou en tieguez
Ne vez nemeur a garantez ?
Ar Buguel.
Etre bugale ha lesvam,
Ispicial mar deu d’o blam,
Rac al lesvam ne qet caret
A galon vat gant minoret :
Dibaot lesvam a gar ive
Bugale all qeit hac he re.
An Doctor.
Ha te oar micher priedou ?