Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

urz d’it da zervicha eur pred a zoare d’an den ze, ha p’en devezo debret dioc’h e naon e tigasi anezan betek ennoun. »

Ma oe red d’ar mestr keginer gorren e gounnar ha senti war an taol hep lavaret ger.

Kaset e oen goude va lein da gaout an aotro kont a Senak.

— « Va mignon, a lavaras-hen d’in, yaouank oc’h, dioc’h an doare, ha souezet oun ouz ho kwelet o klask an aluzen. »

— « Pinvidik oun bet, a liviris, hogen kollet em eus va holl danvez er c’hoariou. Pinvidik oan, ha micher ebet n’eus bet desket d’in ; setu perak n’ouien petra da ober pa ’z oun bet skoet gant ar reuz. »

— « Hag eun tammig deskadurez hoc’h eus ? »

— « Gouzout a ran lenn ha skriva. War an c’honchou, me gred n’ez eus ket kalz hag a ve en tu-all d’in. »

— « Ac’hanta, me a zo dres o klask eun den da c’houarn va danvez. Ha plijout a rafe d’eoc’h ar garg ? »

He digemeret a ris gant laouenedigez.

An aotrou hag an itron a Senak a oe meurbed madelezus em c’henver, kouls hag o mab, ha va dever striz e oa diskouez d’ezo anaoudegez vat. Ne ris ket, aotrou. Bez ez eus tud digalon, a zo ganet, lavaret e ve, evit pep seurt labouriou divalo. Me a zo eus ar re-ze. Implij fall a ris eus ar fizianz leun en doa an aotrou kont ennoun.

Eun dervez e tapas ac’hanoun o laerez e arc’hant a grabanadou.

En dro-ma ez eas droug ennan, ha n’eo ket hep abeg ; bouta a reas ac’hanoun er-meaz, o lavaret :

— « Kea ; gallout a rafen lakaat an archerien da