Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


— « Kempennet omp ganto ! »

— « Sellit ! Mat a rajemp o vont da gaout an Aotrou Doue. »

— « Mont a raimp hon tri ; ha neuze, dre va zud koz ! red e vezo d’ezan rei d’eomp ar pez a zo dleet. »

« Deomp d’ezi eta, deomp ! »

Hag ez ejont hep chench dilhad, gant o dilhad pemdez.

Ar re-ma n’o doa ezom ebet a alvokad, ha n’o doa nep aon rak baro gwenn an Tad eternel. Asa, an nep zo roue n’eo ket ar c’henta deuet !

Baltazar ar Morian a yea da ziveza, o rodellat hag o trei e zellou a-gleiz hag a-zeou. — Ar vorianed, her gouzout a rit, a zo tommoc’h ar gwad enno. —

Setu ma’z int digouezet.

— « Aotrou holl-c’halloudek ha meurbed leal, salud d’eoc’h ! »

— « Salud d’eoc’h ive, rouaned Tarsiz, Saba hag an Enezi… Eun tammig bihan muioc’h n’em bije ket anavezet ac’hanoc’h… Petra c’hoarvez ganeoc’h, aotronez ker ? Daoust hag-en ema ho rouanteleziou o tismantri ? »

— « Kerkouls e ve bet, eme ar Marian ; rak neuze e ouezfemp gant piou ez a al leaz mat. »

— « C’hoarvezout a raganeomp… Gouzout a rit, rak n’hoc’h eusket ankounac’haet, gant pegement a brez ez ejomp en hent da glask ar Mabig Jezuz kerkent ha m’hon doe gwelet e stereden… »

— « Ya sur. »

— « Gouzout a rit e oe red d’eomp mont da c’houlen kuzul digant ar roue kriz Herodez, en divije great d’eomp ker buan-all evel ma reas d’ar vugaligou ha da Yan-Vadezour e-unan, evel ma reas d’e