Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —


— Mammig na glev ket ac’hanout, Yann… N’ema mui aze.

— E peleach ema ta, Gaid ?

— Mont a ran d’hen lavaret d’it : eat eo warzu baradoz an Aotrou Doue.

Yannig en em roas da ouela muioc’h— mui.

— Ha perak n’he deus ket kaset ac’hanomp ganti  ? N’hor c’harie ket neuze ’ta  ?

— Eo, Yann, mamm a garie ac’hanomp, kalz en deün.

— Ya, Yannig.

— Mat, dont a rai neuze d’hor c’herc’hat ?

— Me fell d’in e teufe dizale… ya, dizale. Ni a zo re reuzeudik hon doare.

Ar bugel a jomas eur pennad da ober e zonj, hag e lavaras adarre :

— N’eus na naon na sec’hed er baradoz, n’eo ket ’ta, Gaid ?

— Nan, Yannig, mes red eo beza fur, fur kenan evit mont di.

— Ni vezo fur !

— An Aotrou Person en deus lavaret ive eo red gouzanv hep en em glemm ar boan, an naon, ar zec’hed, ar skuisder, ha beza sentus bepred, mar fell d’eomp mont da gaout hor mamm d’an nenvou. Doue e-unan eo a c’halvo ac’hanomp pa vezo deuet ar mare. Ha marteze hon devezo pell c’hoaz da jom war an douar. Eur mennoz a deu d’in, Yannig.

Ar paotrig a zavas e benn da lavaret :

— Eur mennoz  ?

— Ya ; sonj em eus e lavaras mamm d’in eun dervez  ;

Doue a fell d’ezan, Gaid kez, e tizrofen davetan. Pa ne vezin mui aze, te a gemero da vreurig dre an an dourn hag a yelo gantan dre ar raden hag al lanneier da verouri an tonton Loiz, e Gouesnac’h. Va breur