Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —


— Troc’h anezi ! a lavar Goubay.

— Ya ! Trec’hi eun neuden great ha skoulmet gant va mamm…. e Breiz-Izel ?… O ne !… Ne garfez ket evelato ?…

Komzou ar Breizad a ya war-eün betek goueled kalon. e vignon :

— « Gwir a leverez ! » eme hema.

— « O ! Ar vouest-ze bet etre daouarn e vamm !… Ar vouest-se bet lakeat ganti war eur vatimant da vont betek he mab, zouav du-ze en Afrik, pell pell en tu-all d’ar mor bras… daoust ha petra a zo kuzet enni ?

Hag o daou neuze hant hast e tilammont ar golo koat hag eur bern paper. Ha petra welont ?… Eun toullad krampoez gwiniz-du !!!…

— O mamm vat ! eme Geradennek, hi eo he deus aozet ar c’hrampoez-ze evidon … Pegen alaouret int ! Ha pebeus c’houez dudius a zo ganto !… Ne gavez ket, Goubay ?

— Digas a reont sonj d’in eus kouignou ar Vandee ! a respontas ar paotr a vouez izel o plega e benn… mes siouaz ! n’em eus mui den ebet du-ze en hor c’hear-ni da ober kouignou d’in !…

— Mat ! mat !… arabat eo d’it mont da ouela evit an dra-ze !… Del ! debr ar re-ze a-raok ma vezint dizec’het gant avel bero an Afrik !…

O lavaret kement’se o doa dizavet goustadik ar c’hrampoez tano. N’oa hini vruzunet ebet ! Ar vamm-ze a c’houie pakeda brao an traou !…

En eun taol, krak ! setu daoulagad ar Breton o koueza war eur skourrig glas :

— Sell ’ta, emezan, petra eo an dra-ma ?

— Eur bod beuz benniget ! emezo war eun dro.

Youen a grog gant doujanz er skour glas diouanet war douar e vro, pell pell du-ze, harp ouz e di. Lavaret a rafet ez eo bet troc’het en derc’hent, ker fresk eo c’hoaz. An deliou glas-velen-ze a vir pell boueden an