Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PENAOS E OE KOLLET IZ
————
— Petra gontin-me d’eoc’h hirio, bugale ?
Hag ar vugale da respont war eun dro :
— Kear-Iz, mamm-goz ! Kear-Iz !
Mont a ran eta da zisplega dirazoc’h istor Kear-Iz, Ahez hag ar roue Grallon, evel em eus he c’hlevet pa oan yaouank.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Er pardaez-se, Annaig, ar c’hlaskerez, pe ar baourez, ma kavit gwelloc’h, a yea goustadik, daoubleget war he fenn-baz kelen, he chapeled ganti en he dourn, gant an hent a ya eus Kear-Ahez da Boull-Dahud.
Ha dre ma ’z ea penn-da-benn an deven e Beg-ar-C’haor, ar c’hlaskerez eur wech an amzer a rea eur zell nec’het war bleg-vor Morgad, hag he c’hlevet o lavaret gant rann-galon :