glanvourien, ar vedisined ne zalefent ket da vervel gant an naon… hag an dra-ze, kredabl, ne vije ket dioc’h ho toare ?…
Klevet em eus ober hano eus eur c’houeriad hag a c’hoantea gwelet Pariz, eur wech en e vuez ivez.
Mont a reas, ha peadra a gavas eno da zigeri e c’hinou, me lavar deoc’h. Fellout a rea d’ezan gwelet pep tra, an embannou war an tiez-kemwerz, ar varc’hadourez a yoa e pep stal.
Kaout a reas eun den azezet e-unan oc’h eun daol skriva.
Aotrou, emezan evel eur glapezen, livirit d’in, mar plij, petra werzit ?
Ar skrivanier a lavare outan e-unan, edo o vont da gaout tro da ober eur c’hovad c’hoarzin diwar goust Yann Gouer.
— Gwerza ran, emezan, pennou azenned !
— E feiz, neuze, eme Yann Gouer, ho peus gwerzet eun toullad brao hizio, rak ne welan mui nemet unan en ho stal !!!…
Hag hen er meaz hep goulen an heur.
En henchou-houarn e weler hag e klever kalz marvailhou. En deiz-all ez oa eun nebeut beajourien en eur