Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

nerz gwechall evit kana buez hag oberou broadel an hini a zo bet leshanvet mat gant hor c’henvroiz Lez-Breiz. Ouz e zelaou, Seven a denerea e galon, hag araok ar fin, o tremenn e zorn war e zaoulagad e santas anezo gleb.

En devez warlerc’h, a greiz diouall e loened. ar bugel — tra souezus — en em roas da hunvreal. Gwerz Lez-Breiz, hag he doa ken skoet anezan, en derc’hent, a oa atao en e benn. Estlammet e chome dirak kalonder vurzudus ar marc’heg breizad, ha karet a rea ive ar floc’hig yaouank a respontas d’e vestr, pa ne felle ket da heman e lezel da vont d’an emgann :

N’am eus ket aoun rak ar C’hallaoued
Kriz eo va c’halon, va dir lemmet !

Setu aze eta, a zonje Seven, betek pegeit ez ea karantez ar Vretoned koz evit o bro, betek rei o gwad eviti, evit he difenn eneb he gwallerien.

Perak, a c’houlenne ar bugel outan e-unan, na zavche ket c’hoaz eul Lez-Breiz bennak war an douar he deus gwelet o c’henel kement a dud kalonek ? Daoust ha sklaset eo e gwazied ar Vretoned gwad rus ha nerzus o c’hentadou !

E zaout a beure. Chom a reant reiz, hizio, en o fark.

Karget e spered gant hunvreou dreist e oad, ar mesaer yaouank a zerras e zaoulagad… ha prest en em lezas da gousket.

E kreiz e gousk, eur zonj iskiz a deuas d’e drubuilha.

War eun dachen a vrezel ec’h em gave. Endro d’ezan ec’h en em ganned evel leoned. A bep tu e skoed dizamant, didrugar. An tennou fuzuilh a zute o tremen a-zioc’h e benn…

Hen — o gweladen iskiz ! a oa unan eus ar gwasa lazerien. Bep taol e tiskare e zen !… Mes eur vouled a deuas d’e dizout d’e dro ive, hag hep ’eur griaden e e kouezas d’an douar, kontant da skuilh e wad evit difen ar Justiz !