Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —

paour kez bag war nez penzea : savetei a ri evel-se o buez da bevar misioner, rak ar veajourien-all a vezo lazet gant tud gouez ar c’harteriou-ma evit paea o gwall vuez.

Ar zonj eus ar pez en devoa gwslet ha klevet ne deas ket epad an deiz diwar spered an abostol Andre. Koulskoude, o teuler muioc’h a evez, e teuas da lavaret ennan e-unan ne dalveze ket ar boan terri ar penn gant huvreou, hag e teuas da ankounac’hât an hini en doa gwelet en noz a-raok evit en em roi korf hag ene d’e labour pemdeziek. Edod er zadorn, derc’hent devez an Aotrou ; dont a reas da zonj d’ezan a gement-se p’edo o vont da gousket.

— Va Doue ! emezan o koueza d’an daoulin dirak e c’holc’hed, mar deo eun urz eo ho peus roet d’in dre c’hinou Hoc’h Abostol, grit d’in gwelet sklêr ar pez am eus da ober.

Pell e padas e beden, hag ez eas d’ober eur c’housk ; kousket kalet a reas en-deün. Brumachen a yoa ; eun avel arne a c’houeze evel ma ra ken alies e bro Breiz, ha setu ar weledigezo tonta-nevez dirazan. Sant Paol en dro-ma a yoa eun tammig tenval e benn, hag evel o c’hourdrouz eun tamm bennak e lavaras gant eur vouez nerzus : « Sav, arabat eo d’it koll da amzer ; ema erru ar gwall-amzer. Ar mor a zo fall ; a-raok ma vezi digouezet en aod, ar vag am eus komzet d’it anezi a vezo bet meur a wech war-nez goueledi. N’az pez nep aon na rak an avel na rak an tarsiou ; an dourn a zizav leuren gompez ar mor bras a gaso ac’hanout d’al lec’h ma fell d’in ez afez. »

An abostol Andre ne jomas ket pelloc’h da dorta ; sevel a eure evel eun tenn, hag ez eas da zihuna c’houec’h den-all eus e gompagnunez. Mont a rejont o seiz en hent, daoust d’an avel dirollet ha d’ar glao bilh a rea, hag e berr amzer e tigouesjont war deven uhel eun aber ez oa enni diou vagig o vransellat. Mont a rea