Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —


Hardisât a reas a-nebeudou, betek tenna e zaouarn diwar e zaoulagad hag ober eur zell dre laer eus kostez an oaled. Tan a yoa, kalz tan zoken, ma’z oa meurbet sklerijennet ar gambr. N’oa korrigan ebet ken eno. An daou zoudard a frote o daoulagad evel tud hag a zo o tihuna goude eur c’housk hir. Ao. Vaucourt a zavas en e c’hoaze hag a c’halvas e zaou zen. Sevel a rejont goustadik en o zav, ha ker goustadik-all oc’h horjella evel daou zen mezo, e teujont da gaout an Aotrou. Hema a yoa re fougeüs evit lavaret d’ezo petra en doa gwelet. Kredet o divije en doa bet aon.

— Deuit ama dirak va gwele, emezan d’ezo, gourvezit aze, ha bezit war zav d’ar wech kenta ma tigouezfe d’in gervel ac’hanoc’h.

Senti a rejont. An noz a dremenas hep darvoud nevez ebet.

— Lavaret am oa d’eoc’h ez eac’h da glevet traou souezus ; hor marvailhou brezonek a zo leun anezo. Deomp brema da welet traou-all hag a ziskouezo d’eoc’h pe seurt kredennou diboell a yoa neuze etouez an dud. O sonjal e kement en doa gwelet abaoue m’edo er maner, Aotrou Vaucourt a daolas evez dreist-oll ouz ar pez en doa gwelet er japel : skeuden eur gwaz staget en noaz ouz ar groaz, lakêt uz d’an tabernakl, a reas d’ezan kredi oa tud ar maner eus eur vreuriez sorserien bennak savet gant Marzin, barz, diviner ha sorser meurbet brudet en Arvor a-bez. Ar zonj-se a skoas anezan kenan, ha setu hen da gaout e dud, dare da lammet er japel ha da deuler d’an traon kement a yoa enni.

Sklerijennet gant spered Doue, an Abostol en doa gwisket e zilhad oferenna hag a c’hede war dreujou an nor.

Ao. Vaucourt a yoa skoet o welet doare santel ar beleg, ar peoc’h hag ar veurded (majeste) a yoa war e zrem ; hogen, ken kustum oa da skei ha da ziskar hep ken abeg nemet e youl direiz, ar baron a zic’houinas ar