Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/219

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —

oc’h d’e drugarekât d’e veza roet d’eoc’h ; ra zeuio e vennoz d’en em asten warnoc’h holl ha ra ziskuizo hoc’h izili dre eur c’housk c’houek ha reiz : mat. It e peoc’h ! »

Hag ec’h astennas e zaouarn da roi d’ezo e vennoz. Mont a rejont holl er meaz, sioul ha pep hini d’e dro.

— Pe seurt relijion eo hounnez, a c’houlennas an Ao. Kont. An turierien douar-ze a zent ouzoc’h evel oaned ; kredit ac’hanon, ho relijion na daolo kel a c’hriziou en hon touez ; ni hon deus ar c’halloud, an nerz, ha ni a fell d’eomp e ve sentet ouzomp e pep tra.

— Ar pez a blijo gant Doue a c’hoarvezo, eme an Abostol, ha ni ive ebestel hor mestr, ni a zo sentus hag a ya d’al lec’h ma fell d’ezan ez afemp. Lavaret en deus d’eomp It ha kelennit an holl boblou. Eat omp hep aon ebet.


————


TREDE PENNAD
————

Ret eo d’eomp beva a spered gant an dud e komzomp anezo, er c’hoec’hvet pe er seizvet kanvet abaoue donedigez H. Z : d’ar poent-se, hel lavaret am eus, an drouized o doa kollet eun tamm brao eus o galloud hag a yoa. red d’ezo en em denna da guzat e dounder ar c’hoajou pe er reier kleuz. Paianed Rom a yoa diruilhet war ar vro, hogen, ne rejont nemet tremen ha ne daoljont grizien ebet e douar an Arvor. Eur boblad tud penn kalet. evel ar Vretoned n’hellent ket digemeret a galon vat eur relijion digaset gant o gwaskerien kasaet. Araok ar mare-ze eta eo e oe grêt eun dukaj eus an Arvor, a lavar lod, re-all a lavar eo eur rouantelez a oe.

Daoust pegen dizesk bennak eo eur bobl, ato e ka-