Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —

digor d’ar c’henta deuet. Livirit d’in ar wirionez krak ha ber, emezan c’hoaz. Ha gellet hoc’h eus-hu kousket er maner-ma, c’houi hag ho tud, hep beza diezet gant netra direiz ebet ?

— Aotrou, n’hon deus klevet ken trouz dre ama nemet hini ar fraoed hag ar gaouenned a rea o neizi e gwask ar vein hag a zo bet red d’ezo diloja da lezel al lec’h-ma ganeomp.

Ao. Vaucourt a zelle outan nec’het bras hag e lavaras e karje tremen an noz en eur gambr en doa klevet hano anezi gant e dad.

— Ne viot ket lojet kaer ; n’eus tamm arrebeuri ebet enni hag a vije dioc’h ho toare ; n’em eus nemet va gwele, ha me zo sur ne garfac’h ket kousket ennan ; mes p’eo gwir e feil d’eoc’h, deomp da welet al lec’h-se araok ma vezo eat an heol da guzat abalamour d’eomp da gaout eun tamm sklerijen. Pa ho pezo gwelet, ma fell d’eoc’h ato chom ama da dremen an noz, me lezo ar gambr ganeoc’h ha c’houi a raio enni ar pez a gerot. Ouspena-ze, kement am eus a roin d’eoc’h evit dousât ho toare, evit ne viot ket re fall enni.

Mont a reas da gas Ao. Vaucourt d’ar gambr a c’houlenne. Hema a zellas a bep tu en dro d’ezan, hag a zisklerias e c’hoantae tremen an noz enni. Digouezout a reas d’ezan ober eur zell dre ar prenestr hag e welas eur renkennad tud o vont sioulik en eun tiik dister eun tamm tour warnan.

— Petra eo an dud-se, a c’houlennas-hen, a zo aze er porz hag a ya ker sioul-se en tamm lochen savet en eur c’hougn ?

— Va breudeur int, a respontas an abostol Andre ; da lavaret o fedennou ez eont d’ar japel.

— Entent a ran, a lavaras Ao. Vaucourt ; c’houi a zo eus ar relijion nevez a zesk d’an dud ez int holl breudeur ?

— Ar wirionez eo, eme Andre, ha mar fell d’eoc’h