Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

c’hed a goueze evel lost an “hoc’h” war o c’hein ; o daoulagad ledan a yoa a-resed ar penn hag a verve en eun doare souezus. Daouarn ha treid bihan d’ezo, dremm ar gwragez n’oa ket divalo, nemet o zell nec’het ha gouez a rea d’in sonjal e loened ar c’hoajou. N’em boe ket da glemm en o c’hompagnunez, ha kousket a ris dindan o zelten leun a doullou.

Peurvuia pa vezer skuis e kousker c’houek ; setu perak, a-veac’h kouezet war va zorchen brug ec’h en rois da gousket kalet. N’ouzon ket pe ez eas va zud da gousket ken abret ha me pe mont a rejont da ober eun dro dre ar c’heariou tosta, ar pez a ouzoun eo e oen da genta savet dioc’h ar mintin. Mont a ris goustat da zigeri eun tamm va zelten, hag e welis va zud astennet war an douar, hep urz ebet, evel loened en eur park, kousket kalet holl.

Ar re-ma, evit doare emon-me, n’o deus ket an disterra anaoudegez eus ar pez a hanver eur gwele mat ! Ha me da furchal va godellou ha va zier, ne vanke netra enno. Alo ! emon-me adarre, gwelet a ran e talv an dud-ma muioc’h eget o brud ! An hini koz, mestr ar geriaden, kredabl, a zavas da genta. Dioc’htu ec’h em lakeas da lammet ar gliz a yoa war e vleo hag e varo, hag o welet ez oan dihun e teuas davedon, hag e c’houlennas diganen hag hen em boa kousket mat. Va respont a reas plijadur d’ezan evit doare.

— Ni a zo o vont pelloc’h, emezan ; ha c’houi, pe hent a gemerit-hu, pe kentoc’h, da beleac’h ez it-hu ?

Goude beza sellet ouz va faperou e tiskouezis d’ezan war va c’harten eur geriaden ha na dlie ket beza pell ac’hano.

— Mat, emezan, hogen, meur a leoiad lann a zo ac’han di, ha gallout a rafec’h c’hoaz en em goll meur a wech ; mont a ran da roi d’eoc’h eur sturier.

E keit-se, ar re-all a yoa dihunet ive, hag a deue en dro d’eomp