Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

dal hag a oa e jeneral a zo bet lakeat d’ar maro gant ar Re-C’hlas. Sonjit ’ta, aotrou, emezi, hor mestr astennet difinv war e wele, a zav eur wech an amzer hag en em ro da hopal gant nerz :

— War a-raok, paotred ! Daoust ha lezel a refomp anezan da vervel ? Goude e kouez a-nevez war e c’holc’hed, beac’h warnan ha glep dour teil gant ar c’houezen.

— N’ouzoun ket petra fell d’eoc’h lavaret, eme-ve d’ezi.

— Ya, emezi, hor mestr eus Bodegat a yoa letanan gant Jorj Kadoudal epad emzav ar Vandée. Ker skoet eo bet p’an deus klevet kelou eus maro e vestr, ma lavar ar medesin eo deuet da veza gwrac’h.

— Neuze, a liviris, ho mestr a zo klanv ha gwrac’h war eun dro ?

— Ya sur, aotrou ; ar vestrez hag ar vugale n’ehanont da ouela endro d’e wele.

— Perak ne c’halvit ket an aotrou Person ?

— An aotrou Person ? Emeder oc’h enterri anezan hirio.

— Mat, neuze easoc’h ze n’eo ken d’eoc’h… Eun toullad beleien a vezo aze, ha n’ho pezo nemet dibab !

— Ya, brao eo d’eoc’h lavaret ! Ar mestr n’en doa fizians e den nemet er person maro ; o daou oa bet digouezet d’ezo beza er memez amzer wardro Jorj Kadoudal.

— Ha n’hellfoc’h-hu ket roi d’in eun tammig sklerijen diwarbenn ar weledigez he deus skoet kement ho mestr ?

— Sklerijen ! emezi, an disterra paotr-saout a c’helfe roi d’eoc’h sklerijen war an dra-ze !

— Ganeoc’h eo e c’houlennan, eme-ve d’ezi gant douster.

— Eun tammig e vezo hir, emezi ; hogen, mont a