Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

oa ken fur, ken aketus da zeski ma oa roet evit skouer d’ar re all gant an aotrou Person. Pa dosteas miz mae, miz ar bleuniou, miz an neizou, miz ar Paskou kenta, ar Person a lavaras d’ar vugale e vije mat d’ezo rei eur prof d’an Itron Varia, deiz o Fask. An daelou en e zaoulagad, Herve, stouet ouz treid ar Werc’hez, a lavaras d’ezi : « Ha me, paourkêz, petra roin-me d’eoc’h ? Allaz ! Mammig ker, n’em eus netra. rak va c’halon a zo d’eoc’h a bell ’zo ! » An heol, o para war dreid noaz ar Werc’hez, a zigasas d’ezan eur zonj vrao. Mont a