Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

hag a vale a nebeudouigou bihan hed va gar ha goude-ze hed va c’horf.

« Asa, daonet, a zonjis, petra ’n diaoul a deu d’am direnka evelhen ? »

Teurel a ris va dorn buhanna ma c’hellen war al eac’h ma zanten an dra dizanav-ze o vale…

Poan gollet ! Ne gavis netra, mes avat an aneval direnker a zoa nijet kwit hep mar, rak ne zanten mui seurt.

Ha me kerkent d’en em rei d’ar c’housked hep teurel muioc’h a bled ouz an dra-ze !…

Goude beza moređet eun hanter-eur bennak, ar memes aneval — pe me oar petra ? — a deuas d’am egazi adarre. E lezel a ris tre da zont betek va feultrin. Neuze ploup ! ha va dorn war al leac’h-se ; mes poan gollet adarre, netra na dapis… nemet eun tamm poan em stomok rak krenv diot em oa skoet.

« N’eo ket a-walc’h an dra-ze, a liviris ; red eo d’in gwelet petra ’zo war va zro… eur raz pe eur c’haz, m’oarvat !…

Furchal ha difurchal, trei ha dizrei linseriou, pallennou, kolc’hejou… a ris, mes en aner ; raz na kaz na oe kavet. Betek e-touez ar c’holo e klaskis, mes ne oan ket avansetoc’h.

Sonjal a ris neuze gervel tud, mes marteze ne rafent nemet c’hoarzin d’in ha va gwapaat e leac’h va zikour… Hag ouspen, pa deuis da zonjal mat, daoust ha n’eo ket ar miliner marteze e unan eo oa oc’h ober an taol farserez-se d’in, o klask va mouga dre e zorserez ? Gant ar zonj-se em penn e teuis da grena evel eur bern deilhou… hag e teuas da zonj d’in eus ar pez a gonted war-benn ar miliner, rak gouzout a rean mat n’oa aneval beo ebet er gwele kloz, ken piz em oa furchet hag asfurchet kement leac’h oa ennan.

Petra d’ober ? En em lakaat da gousket adarre, na