Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —


Moustrerig [1]


————


An dra-man oa er goanv, en deiziou warlerc’h Nedeleg pa oa teo an erc’h war an douar, eur pardaevez hag edo dre-holl ar « gwenn war c’horre » zoken er falla pareziou eus hor bro.

Inouet-maro du-man, goude va c’hoan, e sonjis mont d’ober eun tom da di tonton Yann ar C’halvez, er geriaden nesa. Kalz tud a veze ato eno, kozidi ha yaouankizou, goude o c’hoan, evit selaou Yann, an tonton Yann, evel m’oa galvet gant an holl, o tanevellat dirak eur c’hef o tevi en tan.

Pa oan o tigeri an nor, eur vouez a zave en diabarz :

« Gwechall ha gwechall all, an nep n’en doa ket… »

O klevet trouz e toul an nor, tonton Yann a davas mik gant e varvailh hag e savas e fri da zellet ha piou a c’helle beza ken divezat o tont da zirenka an traou ha da viret outan da vont pelloc’h gant e gontaden.

— Doue d’ho pennigo ! emeve o vont tre barz an ti.

— Ha ! sell ’ta, te zo aze, kamarad ! Deus aman da gemeret renk en-dro d’an tan.

An dud raktal d’en em starda evit ober eun toullig bihan d’in, rak anavezet e oan evit beza unan eus gwella hostizien an ti.

— Te anavez Moustrerig, a c’houlennas ouzin Yann pa oe siouleat an traou.

— Moustrerig ? emeve souezet. Nan, zur, tonton Yannig, biskoaz n’em eus klevet hano anezan.

— Edon o vont da gonta Moustrerig d’ar re-man pa ’z out erruet. Breman e c’hellan kendelc’her…

Ha goude beza tanet eur c’horn-butun du, koz ha

milgoz, da vogedi toullou e fri, Yann a gomansas dre ar

  1. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz (Notenn gant Wikimammenn)