Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

N’en doe nemet just an amzer rekis da nijal evel eul luc’heden eus an ti hep beza gwelet gant paotred ar c’houarnamant a yoa dija o zreid war dreuzou dor ar porz, her ha droug bras enno.

— Amzer, paotred ! eme Vari, ho paperou, mar plij ? E c’hellit kredi, Mari a jomas ar pella ma c’hellas da zellet ouz ar paperou-ze.

Epad an amzer-ze, an aotrou Abgrall en doa reuget hent ha kavet plas d’en em guzet.

Pedomp Doue, kenvroiz, ma plijo gantan dizrei diwar hor bro garet eun amzer ken skrijus, leun a goumoul hag a zaelou.

An aotrou Pab, eun devez all, a oa bet koulz lavaret etre daouarn an archerien. Evel dre wask o bizied e tec’has diganto e giz eur zilien.

Peurliesa er C’hrevel, (ac’hano ’oa ginidik), e veze kuzet, gwech er bernion kolo, gwech en ti, gwech er c’hreier. Eno e veze gantan an Aotrou Doue en eur plasig distro bennak. Ac’hano e kase o zakramanchou d’an dud klanv hep letern na kloc’hig, An Aotrou Doue a zouge en e vruched.

Eun devez ’ta edo o vont da gas e zakramanchou d’eun den torc’hor e parrez Kimerc’h, en eur geriaden tostik awalc’h d’an iliz nevez, eun hanter eur vat a vale diouz an iliz goz. Tremenet gantan bourkig Kimerc’h e tigouezas e kichen eun orator bihan a gaver war an hent eus Kimerc’h d’ar Faou. Ti zant Leger a vez great eus an tiig-ze. Ac’hano e welas o tont, a benn-kas d’ezan daou archer war varc’h.

C’houi, marteze, pe me a vije lammet en eur park bennak evit redek a dreuz karter ? Mat, an aotrou Pab ne reas ket evelse. Mont a reas ato gant e-hent, ken dizoursi ha tra, rak, a lavare goude, n’eus ket par da lakât ar chas da gounnari ha da zailha warnoc’h evel redek en o raok.

Setu an archerien : « He ! he ! savez-vous où le citoyen