Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

gwad, da viana meur a hini anezo. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou ar beleg : Ne fell ket d’in prena va buez gant eur gaou !

Kedern a ziskouezas an arc’h d’an dispac’herien hag a lavaras d’ezo :

— Aze ema !

An enebourien a daolas eur zell war an tamm koufr. Ar Breizad a lamme direiz e galon ene greiz ; e dud a varve gant ar spont ; den avat na roas da anaout a-ziaveaz ar pez a dremene en e ziabarz.

An hini a yoa e penn ar strollad muntrerien a yeas eur zac’had kounnar ennan :

— Petra ! Daoust hag oc’h ober gwap emaout ? Ni n’emaomp ket o klask eun toull gedon. Bun all a dle beza en da di, en eur c’hougn bennak.

— Klaskit anezan, a lavaras Kedern.

— Ne fell ket d’it hen diskouez ?

— Petra livirin-me d’eoc’h ouspenn ?

— A-walc’h eo, eme ar c’habiten ; mes malloz d’ar person mar tigouez d’eomp lakaat hor c’hrabanou warnan !

Ar zoudarded a glaskas dre an ti ; mes kaer o doe klask ne gavjont netra. Mont a rejont kuit o kounnari hag o sakreal war goust ar paour kez aotrou person.

— Tec’het a ra eur wech muioc’h eus tre hon daouarn ; souezus eo, rak kredi mat a reamp edomp war e roudou. Mes ne gollo netra evit gedal.

Eat oa kuit eta pelloc’h ar vandennad chas Gall. Ar beleg koz a deuas er meaz eus e doull kuz.

— Meuleudi da Zoue ! emezan laouen bras ; saveteet oun bet gant ar wirionez hoc’h eus lavaret. Holl avat e vijemp bet kollet mar ho pije lavaret eur gaou.

— C’houi a zo eur zant, aotrou person !

— Me a zo eur paour kez pec’her dare da vervel gant an naon, eme ar beleg oc’h azeza ouz taol. Mall bras eo d’eomp kregi e pred ar Rouaned.