Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —
Per
« Pa deuy ar goanv, e c’hellin chom sioulik er gêr…
Fanch
Oh ! allaz ya, avat, Agnez ! lezet a vezi da ober da gafe !
Per
« Ha pa deuy an hanv, e c’hellin mont da redek an aochou, da welet doareou ar vro ! Eur brinsez e vezin…
Fanch
Evel just avat, Agnez, ha d’an aod ez aimp hon daou ivez !
Per
« War an diskennou ha war ar c’hompezennou e vezin lakaet er c’har-lemma da azeza…
Fanch (o strakal e zaouarn :)
Eman d’in en taol-mañ da vat… Doueti raen atao. (D’an dud :) ha !… la… la !… pebez tortajou a rin-me gand he arc’hant !
Per
« Met siouaz !…
Fanch (strafuilhet)
Met siouaz petra ? va zad kaer ! va Doue ! va Doue !
Per
« Pa glevin va gwaz o vlejal : al lemmer ! al lemmer ! em bezo mez ar re zaonet gantan…
Fanch (war bennou e zaoulin :)
Ne vlejin ket ken ! Ne youc’hin ket ken !… Nann,