« Met, siouaz ! pa vez eur banne dindan e fri, n’eus diaoul ebet trec’h d’ezan ! Gand an dra-ze an « hik » hag an « hok » a vez gantan diwar ar boëson…
Emaoun daonet ! doublediou !
« An dra-ze a zo kasaüs da glevet ha d’ezan ive e lavaran kenavo !…
Tavarniou an diaoul, perag em eus-me ho tarempredet !…
Setu an eil sac’h !
Deus aman davet da zac’h, Olier !…
« Martin, ar mestr-skol a zo deuet d’am goulenn dre wir garantez evidon…
Oh ! petra ’ta !… Gand e dok kern-uhel e plijo sûr d’ar merc’hed pennou-skanv, d’al limansenned !…
« Met, siouaz ! n’eo ket kristen, hag anezan e-unan eo en em lakaet e-touez enebourien Doue ha re an Iliz. Pe seurt buhez a hell beza etre daou bried hag a zo unan anezo o servicha Doue hag eun all o servicha an diaoul. Gwaz a ze evitan, rak me ne fell ket d’in koueza e-touez