(E kounnar-ruz.) Ha piou an diaoul a zo bet oc’h ober va boutou-me amañ abaoue disul ? Me garfe hen anaout ha koueza warnan gant va daou bao !…
Pig pe vran ato, Job, hag an den a zo eveldoc’h, c’hoant d’ezan da vont e serr eur vaouez a zoare, n’ eo ket gant an techou fall oc’h eus eo d’ezan mont da c’houlenn eur pried, rak gant ar siou fall-ze ne viot morse eürus, ha ne c’hellit ket lakat den eürus en ho serr, na c’houi, na den ebet.
Neuze e roez d’in va zac’h, Biel ? Ha koulskoude me a lavar d’it ne gavi ket eur gwaz all d’az c’hoar gouest da rei d’ezi eiz-kant lur er miz, evel a rafen-me ma vijen he fried.
An eürusted ne vez ket atao kavet e-touez an aour, ha kalz a dud, siouaz d’ezo ! touellet gand an diaoul-ze a zo kouezet er brasa dizesper :
« Gwell eo beza laouen war ar roc’h o kana, |
(O strakal e zaouarn :) Gwir a lavar an tad ! Ha te paour kez Job, a c’hell dont amañ em c’hichen da azeza, rak graet an traou d’it. Setu petra peuz gounezet o lipat ar werenn hag o lopa ar Mokoed. Hein ! Evit doare ez out eus ouenn Carpentier ! m’en tou !
Bremaik Fanch, va dourn-me a yelo ouz da c’hinou da ober d’it prenna da dapred.