Gouzout a ran grevusted va fec’hed ma rofen va merc’hig dous ha madelezus da unan eus al lakipoted a deuy bremaïk d’he goulenn diganen.
Holl emaïnt muioc’h o klask ho tanvez eged o klask ho merc’h, ha bremaïk pa arruint aman, e klevint o fegement ganen-me. Va lezit da entent outo, tad, rak gwelet am eus hoc’h eus evel aon outo, ha buan a-walc’h e rofec’h hoc’h oanig da lounka d’ar bleiz.
(En diavaez e youc’h :) Al lemmer ! (Krenvoc’h :) Al lemmer ! (Dont a ra en ti : gwisket braoik er wech-mañ). Ac’hanta ! Lanig koz, n’e ket me a zo pabor ac’hanon gand an dilhad-man ?… Petra leverez d’in ?
Me a lavar e vefe dereat d’it kaozeal dre « c’houi » ouzin, me zo koz a-walc’h da veza da dad.
Bah ! bah ! ma ranker sellout ken just-ze avat !… Ni zo daou gamalad koz, Lan, ha sur oun ez eus a-veac’h daou-ugent vloaz etrezomp, d’an hirra ! Met e peleac’h eman va dousig Agnez ?