Ha ne gav ket d’it emaout o klask sevel kestell el loar ?
Ouspenn lemma a ran ; plakou a ran ive, Biel :
Plakou bihan ha plakou bras, |
Te neuze a zo eun den a vil vicher, |
Ma ’m befe ar verc’h ac’han, da vihana, hag he danvez, me, avat, a vefe eur pabor ac’hanon !… Trumm em befe eur stal vras a gontilli, a zizailhou, a aotennou du-hont e Brest !… hag Agnez ’ta, pegement a lorc’h a vije enni o klevout an intronezed vras o lavaret d’ezi : « Bonjour, Madame Plakou. Je désire des ciseaux à broder,… ha kalz a draou all !… Milioner a-benn dek vloaz aman, m’hen tou !…
Mat, kleo, p’ eo gwir ec’h eus youl da gaout va merc’h, deus aman disul goude ar gousperou, ha mar plijes d’ezi e c’halli marteze he deseo, piou a oar ?
O va Jezuz !… Betek disul e rankin gortoz, Per ?
Va merc’h n’emañ ket hirio er gêr, ha disul e vezo.