fuillet oun aman er gambr ruz-ma ?
— Aman, Breizad emaoud er gambr eleac’h ema enebourien hor Bro o leski noz ha deiz, gwelet a rez duhont en traon ar pennou braz o deuz gwasket Breiz. Er c’hreiz e welez ar re o deuz he gwerzet, hag a bep tu dezo, an dud fallakr o deuz tremenet o buez oc’h ober brezel d’ezhi. Aze emaint hag aze e chomint, ekeit ma ne vezo ket hor Bro krenv awalc’h evid digas tud d’o dichadenna.
— Tec’homp ac’han, Gwennola, krog em breac’h, ha blein ac’hanon rak aman n’eo ket brao beza.
— Bremaik, Breizad, e pezo da stourm oc’h an eiz dimezelled a zo o hirvoudi du-hont etal an or vraz. Gwasa ma c’hellint a raint d’id ha d’in-me, ha mar gallont, e lazint ac’hanomp hon daou. Mes dont a ri a benn anezho dre zouzder, muioc’h eget dre nerz. Pa weli anezho e kounnar, c’hoarz outho, ro d’ezho beb a vedalen euz a Vreiz, ha neuze e lezint ac’hanomp da dremen e peoc’h.
Prestik e weliz sklerijen an deiz, an oabl a oa goloet a goumoul du, arne a ioa en amzer. Bleinet gant va dousik Gwennola, ec’h en em gavis e toull an nor vraz, eleac’h oa an eiz dimezell o c’hortez ac’hanomp. Neuze e lavariz d’ezho ar c’homzou-ma a gargaz ho sperejou a levenez :
— Abenn daou viz me a deuio aman gant eun nebeud Bretoned dispont, ober a raimp brezel da gement a stourmo ouzomp, ha c’houi a vezo dichadennet, ha dond a refoc’h adarre da welet ho tud hag ho Pro gaër Breiz-Izel. Mes diouallit da lavaret d’ar Rouanez ar pez a zonjan ober evidoc’h, pe ez oc’h kollet da vad.
— Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h, Breizad, ha benniget ra vezo an deiz ma welimp o terri ar chadennou hor stag oc’h an douar estrenn. Breiz eo bro hor c’havel, eno hon deuz tremenet hor bugaleach, ha milliget ra vezo an deiz m’hon deuz ranket he c’huitaat.
An dimezelled neuze a deuaz an eil goude eben da vriata ac’hanon, ha da lavaret d’in beza feal d’am ger.
Goude beza lavaret kenavo d’an dimezelled, e kemeriz gant va dousik hent an aot.
War ribl an treaz, diou vorblac’h a oa o c’hortoz ac’hanomp. Me a ieaz evel kustum war gein Mari Morgan, ha Gwennola a azezaz war gein eben. A veac’h e oamp azezet, ma kommansaz au diou blac’h da faouti ar mor ken buan gant ho diouaskell nerzuz, ma ne weliz mui koulz lavaret netra. Abenn an noz e oamp en enezen ar Spont, tri c’hant leo euz ar Garnell.
- LOEIZ AR FLOC’H (stourmer)
- (Da heuil)