foc’h da bried unan euz ar merc’hed iaouank a zo en tri maner о peuz tremenet.
A veac’h he devoa ar Rouanez peur achuet ar c’homzou-ze, ma kleviz e toull dor ar Maner, eur c’han dudiuz ekreiz sioulder an noz steredennet. An teir dimezell a oa en dro d’ho mestrez, a ieaz neuze en eur gana da doull an or vraz. Respont a reent da c’houlennou ar merc’hed a oa en diaveaz.
Klevet a reen kan ar merc’hed a c’houlenne e brezonek :
N’euz ket er Maner eur Breizad ? |
Neuze an or vraz a zigoraz, ha c’houec’h plac’h kaër ha skeduz, a deuaz en ti. Teir anezho, merc’hed Treger a oa gwisket en arc’hant hag an teir all, merc’hed bro Leon, gantho robennou karget a berlez, a lugerne oc’h sked ar goulou.
An nao blac’h iaouank neuze a en em lakeaz da zansal ekreiz ar gambr vraz, hag ar Rouanez a zone d’ezo war he zelen aour, toniou dans kerne. Va c’halon a grene em c’hreiz ha va goad a verve, о welet ar Vretonnezed dispar-ze о trei, о trei skanv, ha c’hoant em boa da vont asamez gantho da zansal ive e gwir Vreizad.
Pa oa achuet an dans kenta, ar Rouanez a lavaraz d’in n’em bije gwennek ebed, ma ne iajen ket da zansal gant he dimezelled.
— C’hoant awalc’h em beuz da zansal, a lavariz neuze d’ezhi, mes Madoberourez Breiz e deuz difennet ouzin dansal ha pokat d’ar merc’het iaouank epad va beach hir, rakse ta, na c’houlennet ket ouzin ober eun dra difenet, rak evel ma tlee beza bet Breizad mad, e vezin feal d’am ger ha d’am promesa.
Neuze unan euz an dimezelled, a deuaz d’am c’haout, a lavaraz d’in a bep seurt komzou flour, evid esa chacha ac’hanon en he lasou.
— Nan, plac’h iaouank, a respontiz d’ezhi, tec’het diouzin, rak start oun em lezen, ken start evel m’ema reier Breiz-Izel en douar. Neuze ec’h en em lakeaz war bennou he daoulin dirak-oun, hag e pede ac’hanon da vont da ober ganthi eun dro-dans.
— Biken ! difennet eo ouzin, na blegin morse ! Neuze e vriataz ac’hanon, evid esa roi d’in eur роk. Gant eur galon griz, ar ruzder em penn, e krogiz er Vreizadez iaouank, hag e lediz anezhi war leuren ar gambr.
C’hoarzin a ree ouzin laouenik, he diou chod a oa ruz evel daou aval dare, hag he daoulagad glaz a daole diouto tan ar garantez a entane he c’halon. Pa oa savet en e zav, e lavaraz d’in ar c’homzou tener-ma ne ankounac’hain biken :
- (Da heuil)