Pajenn:Ar Braz - Intanvez ar martolod, 1910.pdf/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



INTANVEZ AR MORTOLOD
————


An heol a oa huel hag e vannou tom a goueze a bik war an douar, o lonka ar gliz mintin.

Sin amzer vrao a oa.

Eiz heur a baoueze son en orolach an ti, ha Fanch, dijuniet d’ezan, a zamme war e skoaz an nebeut traouachou renket d’ezan gant e wreg e touez eur mouchouer evit mont d’ar vag.

Fanch a oa pesketaer diouz e vicher ha labourat a rea en e gont e-unan. War ar mor ez ea gant eur vagig deut d’ezan en heritach, a berz e dad (Doue d’e bardono !)

— « Kenavo, bizig ! eme Fanch o chacha e wreg d’e gaout evit briata anezi.

— « Kenavo, Fanchig ! » a respontas ar vaouez yaouank o lakaat he muzellou ouz re he gwaz.

He mouez a grene, eun tam. Ar pesketaer a oa o vont d’ober eiz deveziad pesketa, ha sonjal pegeit e viche hep e welet a ranne ar wreg yaouank, kustum, pell a oa, da gaout he gwaz bemnoz er gear.

Allaz ! ar mare braz a oa, ha mont a ranke…

Fanch a zivine eun dra bennag euz ar pez a dlie tremen dre bennig, eun tam tenval, e vaouez, hag eus e wella a frealze anezi.

— « Ne peus aoun ebet da gaout. An heol-man a bromet d’eomp da vihana eur miziad amzer gaer… ha mor plean… »

Hag e lake Fanch, adarre, eur pokig karantezus war dal gwenn Lizig hag a glaske ive c’hoarzin evit ober plijadur d’ezan.

— « Arabad d’it ober gwad fall !… Abenn eiz dez aman, goude ma mo redet ar perzier-mor, te welo ac’hanoun o tizrei gant eur yalc’had vrao a voniz !…

Tremenet e oa ar c’houlz da bartial. Fanch a lakea e zorn da zigeri an nor, pa lavaras ar wreg, oc’h eüna he c’houef war he fen :

— « Gortoz !… Me zo vont ganez beteg ar vag…

— « Evel a giri, va Lizig vad me… »

O tremen dre al liorz, ar vam a gemennas d’he merc’h vrasa teuler evez mad war he daou vreur bihan a c’hoari eno, ean tam pelloc’h, war ar c’hlazen.

— « Bezit dinec’h, mam… ober rin !… » eme ar verc’h o sevel en e zav hag o teuler a gostez ar c’haz marellet a oa ganti war he barlen, evit mont da bokat d’he zad… An daou vab bilan a reas ar memez tra.

Fanch, gant e wreg, a yeas war an hent braz, hent an aod, epad ma youc’he breman an tri bugel, asamblez :

— « Kenavo, tadig !

— « Kenavo, mammig !

An hent o doa d’ober n’oa ket hir, ha du-hont, war ar mor glaz, gweliou gwenn ar batimanchou a veze gwelet o c’houeza gant an avel.

Nebeut a vigi a jome breman da c’hortoz o mistri ; Fanch a oa unan eus ar re ziveza…

An disparti a oe sioul, mes poanius etre an daou bried. Lizig, en he gwella, n’helle miret ouz he daelou da goueza, ha Fanch, hag a guitae kent e bered hep tristidigez, en devez-se a gavas tenn ar c’himiad, ha meur a wech e pokas dezi. evel m’en dije drouksantet e oa evit ar wech diveza e wele he daoulagad glaz, breman beuzet a c’hlac’har.

Kalon an den en deus eus an taoliou-ze ha n’eo ket spered an dud gwizieka evit displega.

Eat war e vag ha koumanset da levia anezi warzu ar mor ledan, Fanch a gasas eun diveza Kenavo da Lizig. Dre ma pellae he gwaz, ar vouez yaouank a rea sinaliou d’ezan o sevel he daouarn pe he mouchouer en ear… ha keit ha ma chomas ar vag a wel, hi a jomas ive en aod.

Eur wech eat ar mortolod hag e vag en tu all d’an dremwel, Lizig a zellas ouz ar mor glaz a deue da c’hlebia he boutou, hag eus he c’halon eün a goueriadez e kase d’ezan eur beden :

— « Oh ! diouall va Fanch-me. Mir outan da vont d’ar strad !… Digaz anezan en dro leun a vuez hag a yec’hed !! »

Gant keuz e tizroas d’ar gear, beac’hiet he c’halon evel n’oa bet biskoaz hag he speret direnket o sonjal ato en hini a oa eat war vor.

Epad ar rest eus an deiz e labouras a zevri, evit kas kuit eus he spered an droutsantou a zailhe warnan bepred…

En noz, trubuilhet oe he c’housked. Hunveou skrijus a reas. Seblantout a rea d’ezi, er pellder, klevet kleier o son glaz, hag an hekleo o tont betek he diouskouarn a lavare : « Lizig zo intanvez ! » War an taol e tihunas en eul lam, hag e chomas, nec’het-maro, da zelaou…

Netra na glevas nemet an avel vor a c’houeze eun tam, mes re sioul evit lakaat ar mor da zirolli. Rak-se ’ta he spered klanv eo oa bet o sponta anezi : kloc’h ebet na zone na mouez den na gleved.

En em rei a reas adarre d’ar c’housked, ar wech-man betek ma savas an heol.

Mes a veac’h gwisket he dilhad ganti ha kemeret eun alumetezen d’enaoui eun tam tan er siminal d’aoza dijuni, ma klevas skei war an nor. Hep m’he dije bet ezom da vont da zigeri d’ezan, eur gwaz, martolod pesketaer hervez he zilhad, a deuas en ti.

— « Demad, mestrez ! emezan. C’houi eo, ket ’ta, an itron Fanch Landouar ?

— Ya ! a respontas Lizig, he bleo evel spilhou war he fenn, gant spont, o klask gouzout petra oa deut an den-ze d’ober d’he zi, rak n’anaveze anezan tam ebet.

Aotrou mear K., a gendalc’has an den, a c’houlenn ac’hanoc’h, raktal !…

— Me !… raktal ?… da gaout aotrou mear K… ? Petra ’m eus-me d’ober gant hennez ? a c’houlennas ar vaouez peur spontet.

— Ne c’hellan ket lavaret d’eoc’h perak oc’h galvet ; mes gedet oc’h prest… ha va gwetur a zo aman d’ho tougen…

Savit ganen ebarz da vont betek K…

Da Heuilh                                   Joseph-P. Ar BRAZ