31 Kerzu.
Gant kalz poan, Salaun goz a finvas e benn, hag a glaskas taol eur zell etrezek an oaled.
Seza, hag a heuilhe mad holl finvadennou he fried paour, a oe en eul lam e kichen ar gwele, hag he fenn pleget azioc’h Salaun e c’houlennas digantan :
— Diesoc’h emaout, va mignon karet ? Petra vank d’it ?…
Biskoaz Seza na oa bet karantezusoc’h evit he fried.
— Ped heur eo ? a c’houlennas-hen, hep beza selaouet komzou e wreg.
— Unnek heur hanter.
Ar c’hlanvour a lezas eun huanaden, a zerras e zaoulagad, hag a jomas sioul.
Asa ! a zonje Seza o tizrei d’he skabel e kichen an tan, peseurt sonj a zo deut da Zalaun da c’houlenn an heur diganen ?… Ha kaout a rafe d’ezan e tro nadoziou an orolach re brim ?…
Salaun a hunvree just ar c’hontrol.
— 11 heur 1/2 a lavare-hen, ennan e-unan, unnek heur hanter hepken !… Ar skorn, mevar, a zo o pouneraat an nadoziou hag o viret outo da drei ken libr ha kustum… Eun hanter-heur c’hoaz eta araok hanter noz… Ha buez awalc’h a zo ennon evit gedal betek neuze ?… O va Doue ! va Doue !… lakit nadoziou an orolach da zivouzat… hag ar vuez da jom ennon !…
Toc’horik-toc’hor e oa Salaun goz. A boan ma c’halle e spered chom da zonjal, ken dinerzet e oa e holl c’halloudegeziou.
Ar vuez a zo c’houek da bep den. Salaun, biskoaz, n’en doa diskouezet karet kement ar vuez evel breman pa rea an neuz da fellout kuitaat e gorf uzet gant ar c’hlenved.
Ha koulskoude n’eo ket, kement-se, dre stagidigez ouz ar vuez hag a oa bet, meur a dro, kriz awalc’h evitan, eo e c’houlenne beva.
Unnek heur hanter noz e oa. Epad eun hanter heur all en doa an Douar da drei abarz ma teufe ar Bloavez nevez.
Ha Salaun na c’houlenne kaout e vuez astennet nemet evit gwelet eur bloavez all c’hoaz… Meur a hini en doa gwelet dija, rak abaoue an 10 a viz du e oa eat war e bemzekved bloavez ha tri ugent. Hag abaoue hanter kant vloaz, an devez kaera evitan a oa ato bet deiz ar bloavez nevez.