Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

pere hoc’h eûz kaset da Baris, mar ro ann deputeed-se ho moueziou hervez ho c’hoant, hag evit ho mad hag hini ar vro, — en ur gir, mar int deputeed mad. Met kalz a zo anezhe, siaouas ! ha na glaskont beza hanvet nemet evit kaout ur garg huel hag enoruz, gonid kalz a arc’hant, hep poan, — pe dre lorc’h (vanité). — ha ur wez duhont, na int ket nemet ganeoc’h na gant ho ezommou : alies zoken a reont goap euz ar re pere ho d-eûz bet fizianz en-he, hag a roont ho mouez war bep tra evel ma plij gant-hè, ha nann ganeoc’h. Kaset hoc’h eûz anezhe duhont evit lavaret nann, pe du ; — hag a lavaront ia, pe gwenn.

Ar re-se a zo deputeed fall, ha n’ho c’hasfet ket a-nevez, me oar-vad.

Gwelet eta pegement a dleet diwall, komer kuzul, ha sellet piz evit henvel deputeed mad. Met allas ! ken eaz eo ober goap ac’hanoc’h, pa na ouzoc’h ket lenn er journaliou, pe er c’héloiou, ar pez a ra pell ouzoc’h ho teputeed ! — Ur wez c’hoaz, lennet eta, pe grêt lenn d’heoc’h ha goulennet kuzul, mar oc’h re oajet evit diski lenn : kaset ho pugale d’ar skoliou, hag ez ouvefont neuze penoz rei ho moueziou, pa vezo deut ive ho zro, hag ho defo deputeed mad, hag ur gouarnamant mad, hag hon bro ger Franz a em gavo c’hoaz da veza ar c‘henta euz ann holl vroiou !