Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/179

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

d’ar pardoniou. Met plac’h yaouank ebet ne zarempreda : n’an nevoa mestrez ebet.

Pell, pell amzer e oa abaoe m’an nevoa grêt ar pôtr e zibab, abaoe m’an nevoa faoutet gant e gontell biz-meud eur plac’hig yaouank ha sunet d’ei he gwad, abaoe m’an nevoa hi dalc’het semplet entre e ziouvrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kunv a oa antreet en e evor. He daoulagad o devoa sellet outan ken madelezus, hag he dornig munut a oa ken flour en e zorn ken kalet !

Abaoe an devejou-ze, pep sul, keit ha ma voe bet gant ar Gwennili, an nije plijadur o welet anei o tiskenn d’ar bourk evit mont d’an oferenn-bred, evurus p’he dije taolet eur zell etrezeg ennan, evurusoc’h c’hoaz pa wele anei daoulinet war skabell voulous an ôtrou kont Tremedern. Sellet outi a oa evitan eun dudi.

Paour kêz Bilzig ! Rak n’eo ket ar boan d’ec’h fazia. Bilzig a anavee mat an holl speurennou savet entre eur paour kêz mous ha merc’h an ôtrou kont.

En e galon, doun-doun an nevoa kuzet e garante a vugel. Hag eno, en disheol, e galon an nevoa lezet anei da gellida, da ziwana, da vleunia, bleuennig kizidik ha tener.

Bilzig a ouie ervad penôs biskoaz e garante dinamm abeg ebet n’he dije d’en em ziskouea : kuzet e oa, kuzet e chomo.

Plijadur an nevoa, laouen e oa e galon, pa wele an dimezellig : levene an hini, a wel eur vleuenn gaer o para el lïorz, pehini ne zigoro biken evitan e zor. Met an heol a bar evit an holl ha war an holl ; ar garante ive a bar war galon hen-ha-hen, ne vern ket pelec’h he had a goueo, pelec’h e wrienno, na pelec’h e tisplego he bleuenn. An holl dud dirak he lentegez a zo grêt gant eun hevelep danve, ha kalon eur roue dirak he galloud ne dalv ket muioc’h eget hini eur paour kêz.

Marteze ar garante-ze kiriek a oa bet m’an nevoa Bilzig kement poaniet, ken pell kendalc’het da ziski lenn, skriva, evit prena levriou, kiriek ive m’an nevoa Bilzig moustret kement war