Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/152

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 152—

a ran, a dra zur, penôs ne vo na gant an eil na gant egile. Gant piou eta ? Selaouit, hag e klevfet pe e lennfet.

Janedig eta, evel m’am eus d’ec’h lavaret eun tammig uheloc’h, a oa bet en kêr o peurdiski he micher, met n’eo ket ar boan d’ec’h kredi penôs Janedig he devoa disket ar vicher a gemenerez, evit mont bemde war devez, eus an eil ti d’egile. Merc’h brigadier ar valtouterien kemenerez war devez !…

Evelkent e-pad an hanv, pa deue itron Tremedern da vaner Kastell-Brechou, Janedig ac’h ê, diou pe deir gwech ar zizun, d’ar c’hastell evit diski d’an dimezell yaouank gwriat, ferra, broda, ober dantelez. Janedig stad enni : mont d’ar maner, kôzeal gant an itron, c’hoarzin gant an dimezell, labourat war danvez pinvidik, mezer talvoudus, zei, zatin !… Eur wech pe diou, pep sizun, e vije pedet da leina eus taol an itronezed. Laouen meurbed Janedig : seblantout a rê d’ei penôs e oa bet krouet ha ganet evit bea pinvidik, evit azea eus taol gant ar markizezed, evit debri meujou ôzet gant eur mestr keginer, evit bea servijet en plajou arc’hant gant mitizien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegeziou. Ar zei ive hag ar voulouz a sklerijennfe he liou a c’hlazardenn, ha plegiou hir ha pounner ar mezer arc’hantet a voulfe, dindan he c’horfenn, he ment moan ha mibin. A dra zur, Janedig a oa bet lakaet war c’houre an tamm douar-man evit bea enoret evel eun itron a wad uhel, evel gwreg eun denjentil.

Paour kêz Erwanig !… paour kêz maltoutier !…

Eun hanvez, marc’heg Kervarker, an ôtrou Leskorr, a deuas da chom gant e vamm, da vaner koz Kervarker. Ar brud a oa en em skignet penôs an ôtrou marc’heg, fritet gantan e drantell e Roazon pe e Pariz, an nevoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penôs ar marc’heg, erru eun tamm en oad, tremenet gantan e hanter-kant vlâ, a oa deut da Gervarker da ziskuiza, evit disterna, evit elbedi an nebeud peadra