Pa oa Mari ha Zant Joseb,
O daou oc’h ober tro ar bed,
Setu Mari ’n em gavas skuiz
Ha neblec’h ne welet lojeiz.
II
— « Joseb, Joseb, eme Vari,
« Klaskit eul lojeiz bennak d’in
« Lec’h e vo eur c’hog o kana
« Pe eur bugelig o ouela — »
III
Joseb a sko war ar porziou
Hag a c’houl digant an aotrou
— Aotrou, aotrou, gwir vestr an ti,
En an’ Doue lojit Mari.
IV
Va c’hambchou a zo okupet
Gant prinsed ha gant baroned ;
Leun eo va c’hambchou, krec’h a traou
Me na lojan ket an dud paour.
V
Eur c’hloaregik, o studian,
’N em lakaas d’o avisan,
— Piou eou hounnez ya dre ar ru
Gant he moucher glaz hag he broz ru
VI
Mari Jouassin eo hanvet
Hag egile eo Zant Joseb.
Larit d’eze’ta dont en-dro :
Er marchossi ni o lojo
VII
Bep a dostae hanter noz
Mari n’he devoa tam repoz
Mari n’he doa repoz ebet
Evit genel Zalver ar Bed.
VIII
Joseb, Joseb, eme Vari
Klaskit eur zikour bennak d’in
Lec’h e vo eur c’hog o kana
Pe eur bugelig o ouela.
IX
Joseb a sko war ar porziou
Ha goulen a ra an aotrou
— Aotrou mat, o gwir vestr an ti,
Eur re bennag war dro Vari.
X
Va dimezelled zo kousket
Ken a vo deiz ne zavfont ket
Kousket ez int en o gwele
Ne zavfont ket araog an de.
XI
Nemet hounnez, va merc’h Berc’hed,
Aze war gornig an oaled.
— Berc’hed, kers war leuren an ti
Evit rei zikour da Vari.
XII
— Pe zikour rofen da Vari
Pa n’am eus va holl izili ?
Setu aze divrec’h hep dorn
Divrec’h mogn a rez an addorn.
XIII
N’oa ket he ger peur achuet
He doa daouarn ha bizied ;
He doa douarn ha bizied,
Raog oa he ger peur achuet.
XIV
— « Mar’m bije eur pennad golou
« Evit distenn ar mailhurou… »
N’oa ket e ger peur achuet
E oa c’houec’h kantel alumet.
XV
E oa c’houec’h kantel alumet,
Savet al loar hag ar stered,
XVI
— « ’N an Doue digorit ho tor,
« En an Jésus ’c’houllomp digor
« En an’ ar chopin hag ar voutailh,
« Gant ne rofet ket d’imp dre dailh. »
|