Kousk, babig !

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kousk, Babig ! (Ar Prad).

Hekleo Penn ar Bed, 1910



KOUSK, BABIG !


————


Yaouank-flam, Fanch ar Menn a deuas e kear da vicherour. Evel kalz all e oa bet trellet e spered gant ar c’honchennou kaer a gonted d’ezan diwar-benn ar c’heariou.

En oad e oa deut da glask e rouden er bed-man, ha komzou kaer fozierien ar bobl a chalmas e galon aour prest d’en em rei evit e genvreudeur. Dianaoudek c’hoaz eus ar vuez, e oa prim touellet gant o zorc’hennou.

Prest e oe unan eus starta ebestel ar voutinerez (socialisme) ha brasa enebour an dud kristen a glask mad al labourerien hep o fazia gant promesaou sod…

Dimezi a reas, nebeut goude beza deut da gear, d’eur genvroadez, eur goueriatez eus e barrez, eur plac’hig fier eus an dibab.

Hen, lezet gantan, pell ’zo, pep kreden, a gare kalz e Vari-Janig, ha pep frankiz a roe d’ezi d’ober he deveriou kristen.

Eur bugelig, frouez o c’harantez, a deuas c’hoaz da startaat al liam a stage an daou bried. Koant e oa evel eun eol ; bez’ e oa esperanz ar vam ha plijadur an tad.

… Er mintin-ze, seiz heur sonet en orolach, Fanch a bourchasas pep tra evit mont d’e labour, hag araok loc’ha, hervez e gustum pemdeziek, e teuas da lakaat eur pokig war dal an eal bihan a gouske sioulik en e gavel, eur pokig tener ha karantezus, eur pokig flour gant aon d’e zihuna pe da c’hloaza e gigen fresk.

Goudeze, gant muioc’h a nerz-kalon e laboure, o sonjal e roe e c’houezen evit e vugel dous.

Er gear, gant karantez Mari-Janig ha c’hoarz e vabig, ar micherour a dene d’ankounac’haat, evit eur pennad, ar gasoni en doa gwestlet d’an dud en em lard diwar c’houezen ar bobl. Mes er stal-labour ar gasoni-ze a adkroge ennan, hag eno n’en doa ket sell trist e zousig hag a zisplije d’ezi seurt kontchou, na c’hoarz tener e vugel da viret outan da wall-gomz eus ar re a ren eur vuez re zibrede.

En devez-ze, d’an heur ma tigore ar stal, gant souez ar vicherourien a welas e oa kresket a galz al labour o doa d’ober : Eur marc’had en doa great ar mestr-labour, en hano ar « patron » eat eus ar gear, hag ar varc’hadourez a ranke beza prest d’an deiz merket.

D’al labourerien eta da boania muioc’h !

Mes ze na blijas ket da veur a hini hag en em glemm a rejont.

Ar mestr-labour, da genta, na fellas ket d’ezan o zelaou. Penaos ! micherourien a grede lavaret eun dra bennak eneb d’ezan ?

Ar pennou barvet a zavas neuze o mouez kalz uheloc’h.

— « Paeamant vrasoc’h pe ni ne labourimp ket !

Krogi da labourat atao, ha ni welo goude, eme, ar mestr-labour, hag eun dra bennak a vo da rei d’eoc’h ouspen ho pae ordinal… »

Ar re zioula eus ar vanden a oa prest da zenti. Mes ar pennou braz a nac’has krenn !

— Ta ta !!… n’eo ket gant kaochou emaomp aman !… Ni, ne labourimp ket, la !… »

Ar mestr-labour a nec’he. Petra d’ober ? Mar kizfe, al labourerien a lavarfe e oa plegik… ha pep galloud a gollfe warno ; hag hen, nevez erruet c’hoaz, a felle d’ezan en em ziskouez kalet ha striz evit e dud.

Keit ha ma chome ar pôtr da nec’hi, gwad al labourerien a verve !

— « Ah ! ar pabor na fell ket d’ezan plega !… Ni welo betek pegeit ez aï d’ezan !…

— Arne zo arru, eme eur vouez, ne raï ket brao beza er meaz dindan an amzer fall a deu ! »

Ne felle ket d’ezo beza lezet da dorta e kichen an nor ! War zin unan eus ar pennou brasa, an hini a gomze alies en hano ar vanden, an holl vicherourien a yeas er stal. O dremmou a verke ar gounnas, hag ar mestr-labour en doe aon na fellfe d’ezo ober eun droug bennak ; esa o c’has er meaz a reas.

Ze oa awalc’h evit kreski an droug e korf an dud-ze, hag en em lakaat a rejont da vrevi pep tra er stal, epad ma kerze kuit, ar prima ma c’helle, ar mestr-labour.

Er meaz, breman, ar pilh-c’hlao a goueze, al luc’hed a sklerijenne an ear hag ar gurun a strake…

En diabarz, ar vruzunerien a gendalc’he bepred gant o labour a zistruj. Seurt na veze espernet. Bresa reant pep tra evit ar blijadur d’en em « venji » ha da ziskouez d’o mestr e oant ar c’hrenva.

— « Sell ! petra hennez, an tam traou-ze a zo ouz ar voger ? » a hopas eur vouez e kreiz an trouz bouzarus.

Eur Christ an hini oa, hag a ziskoueze e oa kristen perc’hen ar stal. Ma vije bet er gear, sur awalc’h, en dije roet o goulenn just de vicherourien. Ne vije ket bet ken piz-moc’h (!) hag ar mestr-labour.

Eul labourer, — Fanch ar Menn, e-unan, — eur pennad baz-houarn en e zorn, a blantas eun taol pounner gant kroaz hor Zalver, hag he distagas krenn.

— « Sellit ! ema deut d’an traon !… » emezan.

Lod a c’hoarze ; lod all a zelle, mud, ouz ar C’hrist kouezet.

Eun darz kurun a groze, just d’ar mare-ze…

— o —

… D’ar mare-ze ive, Mari-Janig, en he zi, a grene. Babig, epad pell amver, en doa gouelet, gant an aon en doa rak ar gurun o strakal. Ar vam, pleget azioc’h-han a c’hoarze outan evit e zisponta, e starde war he feultrin, ha nebeut da nebeut, kustumet eus an trouz, ar bugelig a gouskas en e gavelig, etouez an dilhad tom ha flour.

— « Santez Anna !… hon diouallit a bep droug !… » a lavar ar vam e kreiz he spont pa glev eun tarz skrijus, iskiz… He daoulagad a zerr. Kredi ra d’ezi eo pulluc’het e kreiz an tan !…

Oh ! Gwerc’hez !… ar vam a zo souezet oc’h en en gaout beo goude eur seurt spontaden…

He daoulagad a gouez war ar c’havel. Petra wel ?… Babig a zo difinv !… Ar gurun n’en deus ket manket e daol…

Ar vam a ouel ! He c’halon a zo re skoet, ha, dinerz, e kouez…

— « O perak, va Doue ! skei eur bugelig dibec’h ?… »

— o —

… An tad, o tigouezout er gear, a gav Babig en e gavel gwenn, Babig digailhar evel eul lilien, serr e zaoulagadigou, o tanva kousk kun ha peurbadus an Elez !…

J. Ar BRAZ.