Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/Ar pevarzek kazeg ha Marc’h ar bed

Eus Wikimammenn
A. le Goaziou, 1939  (p. 29-39)



Ar pevarzek Kazeg ha Marc’h ar Bed


————

Selaouit, mat hoc’h, eus c’hoant,
Hag e klevfet eur gaozig koant,
Ha nan eus enni netra gaou,
Met, marteze, eur ger pe daou.


Eur wech e oa eur penhêr yaouank pinvidik-mor. Pevarzek kazeg a oa en ti e dad, ha bemdez ec’h ee gant ar vevelien d’o c’has da beuri, hag e vrasa plijadur a oa redek warne er parkou hag el lanneierou.

Pa voe deut en oad a daouzek vloaz, e voe kaset d’ar skol en kêr, hag e vrasa keuz a voe renkout dilezel e gezegenned. A-benn eur bloaz, e tistroas d’ar gêr, ha kenta ma c’houlennas ouz e dad a voe doare ar pevarzek kazeg.

— Ma fe ! a lavaras e dad d’ezan, n’em eus ket o gwelet pell bras a zo, met kredi ’ran eman mat ar bed gante.

Met ar penhêr a yeas kerkent d’ar park hag a welas eno ar pevarzek kazeg o peuri, ha gante trizek ebeulez kaer hag eun ebeul fall ha dinerz. Mont a reas beteg an ebeul fall-man, hag en em lakaas da grafat e dal d’ezan. An ebeul a gomzas neuze hag a lavaras :

— Lazit an trizek ebeulez ha va list beo va-unan, evit ma c’hallin dena ar pevarzek kazeg ha dont da veza ken krenv va-unan ha pevarzek marc’h.

— Petra, c’houi ’gomz ivez, loen paour ?

— Ya ’vat, me ’gomz ivez ; met ober a rafet ar pez am eus lavaret d’ec’h ?

— Laza trizek ebeulez kaer evel ar re-ze evit eur falleganig na vo mat biken da netra, marteze ? Ne rin ket se, avat.

— Grit, pa lavaran d’ec’h, ha diwezatoc’h n’ho pezo ket a geuz.

— Ne rin ket, ne rin ket. Ret e vefe ’ve kollet va skiant-vat ganen evit ober an dra-ze.

Hag e tistroas d’ar gêr. Met e-pad an noz ne reas nemet sonjal er pez en devoa lavaret an ebeul d’ezan, An deiz war-lerc’h, ec’h eas adarre d’ar park da welet ar c’hezeg, hag an ebeul bihan a gomzas outan evel an deiz diagent, hag an drivet deiz, memez tra, Ma lavaras neuze ennan e-unan :

— Kement-man ’zo eun dra bennak ; mat e ve d’in senti.

Hag e lazas an trizek ebeulez.

Met deut ’oa an amzer da retorn d’ar skol, hag ec’h eas adarre evit eur bloaz. Pa voe grêt e vloaz, e tistroas adarre d’ar gêr, hag a-boan ’oa d’ezan beza arruet, ma redas d’ar park da welet ar c’hezeg, ha dreist-holl e ebeul bihan. Pevarzek ebeulez all a oa adarre gant ar pevarzek kazeg, hag ouspenn, an ebeul fall ne oa kresket tamm. Heman a deuas etrezeg ar penhêr, kerkent ha m’hen gwelas, hag a lavaras adarre d’ezan :

— Lazit adarre ar pevarzek ebeulez nevez, evit ma chomin va-unan da dena ar pevarzek kazeg.

— Ne rin ket, pa n’eo ket kollet va skiant-vat ganen ! Eur wech oun bet tapet, met ne vin ken, ebeulig fall. N’out kresket tamm, ha te denet ganit pevarzek kazeg, epad eur bloaz !

— Grit, pa lavaran d’ec’h, ha n’ho pezo ket a geuz a ze diwezatoc’h.

Kement e talc’has warnan, ma lazas adarre ar pevarzek ebeulez.

Ha neuze e renk retorn adarre d’ar skol evit eur bloaz.

Dont a ra adarre d’ar gêr, pa voe achu ar bloaz, hag e red d’ar park da welet ar c’hezeg. Pevarzek ebeulez vihan a oa adarre gant ar pevarzek kazeg, hag an ebeul fall n oa bepred gwellaet tamm. Mont a ra d’hen kavout, eun tammig droug ennan, hag e lavar d’ezan :

— Arsa ! biskoaz n’em eus gwelet kemend-all !… Dena epad daou vloaz pevarzek kazeg, ha c’hoaz n’out na kresket na gwellaet tamm ! Petra eo kement-se ivez ?

— N’eus forz, eur wech c’hoaz e vo ret d’ec’h laza ar pevarzek ebeulez.

— Bah ! bah ! ober goap ouzin a rez.

— Nann, ne ran ket goap ouzoc’h. Sentit ouzin, pa lavaran d’ec’h : ar wech diweza e vo.

— Ma ! p’am eus grêt diou wech, eo kouls d’in ober ivez an deirvet, ma vezo gwelet.

Hag e lazas evit an deirvet gwech an ebeulezed, ha goude e retornas adarre d’ar skol, hag a-benn eur bloaz e tistroas adarre d’ar gêr, achu breman e studi. Kerkent ha m’arruas, e redas d’ar park da welet ar c’hezeg :

— Daoust petra ’vo c’hoarvezet ? a lavare d’ezan e-unan.

An dro-man e oa bepred ar pevarzek kazeg o peuri er park, met n’oa ket a ebeulezed bihan gante : n’oa nemet an ebeul tri bloaz, hag hen ker bihan ha ker fall evel kent. Ma ’z eas droug er penhêr o welet kement-se, hag e trouc’has eur vaz er c’harz evit bazata al loen fall.

— Hola ! va mestr, a lavaras an ebeul, na skoit ket, m’ho ped. Va selaouit mat, grit evel ma lavarin d’ec’h, hag e welfet neuze petra ’c’hoarvezo. It d’ar gêr, kemerit eur brid, eun dibr hag eur skrivell, ha deuit ama gante.

Mont a ra ar penhêr d’ar gêr, hag e retorn kerkent d’ar park, gant eur brid, eun dibr hag eur skrivell.

— Mat ! eme an ebeul. Lakit breman ar brid em fenn hag an dibr war ma c’hein… Mat evel-se !… Kemerit breman ar skrivell hag en em lakit d’am skrivella, ha start !

Hag ar penhêr da skrivella, Kel lies taol skrivell a roe, e kreske an ebeul eun tamm. Ma teuas da veza ker bras ha ker uhel, ma renkas pignat war eur c’hleuz. Pa voe ker bras ha ker uhel ha tri marc’h mat, e lavaras d’ezan :

— A-walc’h !… Pign brema war ma c’hein, evit ma ’z efomp hon-daou da vale bro.

Setu int o-daou en hent, ha lorc’h er penhêr, m’ho ped da gredi, o veza gwintet war eur marc’h evel hennez. Biskoaz n’oa bet gwelet e bar ; dre-holl e soueze an dud, hag e choment da zellet oute, digor o genou gante. Mont a reont, mont a reont ken e tigouezont en Pariz.

Ar roue en devoa nao a gezeg hag a oa klanv holl, ha den n’halle o yac’haat, hag e oa poaniet bras a ze. Ma lavaras e varc’h d’ar penhêr :

— Me ’oar penaos yac’haat kezeg ar roue. It hen bete, ha lavarit d’ezan mar kar rei d’ec’h eur c’hant kerc’h evit pep-hini eus e gezeg, o lakafet ker yac’h ha biskoaz. P’ho pezo bet ar c’herc’h, hen digasfet d’in, ha neuze e tornfet kezeg ar roue gant eur vaz, ken a savo an eonenn warne. Dastumit an eonenn-ze en eul lien evit va frota gantan, hag e kresko va nerz eus a holl nerz kezeg ar roue, hag ar re-man en em gavo yac’h ivez.

Mont a ra ar penhêr da gavout ar roue.

— Demat d’ec’h, aotrou roue.

— Ha d’ec’h ivez, va den mat.

— Me, aotrou roue, a yac’hao d’ec’h ho kezeg, mar karit.

— Ne glaskan nemet se. Mar deuit a-benn d’hen ober, e vefet paeet mat.

— Ma ! roit d’in eur c’hant kerc’h da rei da bep-hini aneze, ha va lezit da ober goude.

— Mar n’hoc’h eus ezomm nemet a ze, e vezo eas rei d’ec’h ho koulenn.

Gourc’hemenn a ra ar roue d’e genta paotr marchosi rei d’ezan nao c’hant kerc’h. O c’has a ra kerkent d’e varc’h, hag e tistro neuze da zorna kezeg ar roue gant eur vaz dero glas, trouc’het gantan en eur c’harz. Skei a ra, skei a ra, ken e voe ar c’hezeg paour ker gleb ha pa vijent bet en eur stank. Neuze, gant eur torchouer e tastumas an eonenn diwarne, hag e teuas prim da frota e varc’h. Heman a deuas kerkent da veza flouroc’h ha krenvoc’h, ha kezeg ar roue en em gavas ivez yac’h mat.

Merc’h ar roue a oa sorserez ha, pa welas kement-se, e lavaras d’he zad :

— C’houi, va zad, a zonj d’ec’h hoc’h eus kezeg kaer ; met ma welfec’h Marc’h ar Bed ; hennez, avat, a zo eur marc’h ! Ho re n’int nemet koz gagnou en e genver ; ken ho pezo Marc’h ar Bed en ho marchosi, n’hallfet ket lavaret ho pezo eur marc’h kaer.

— Ya, met penaos kaout ar marc’h-ze ?

— An hini en deus yac’haet ho kezeg a zo den d’hen digas d’ec’h ; lavarit d’ezan ober.

Digemennet eo d’ar penhêr dont da gavout ar roue.

— C’houi, a gavan, a zo eun den dreist ar re all. Marc’h ar Bed am eus c’hoant da gaout, hag e vo ret d’ec’h hen digas d’in d’am falez.

— Ha penaos, aotrou roue, e c’hallfen-me ober ze, pa n’oun majisian na sorser ?

— Ah ! ret e vo d’ec’h hen ober, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.

Hag hen o tistrei beteg e varc’h, trist mat, ha stouet e benn gantan.

— Petra, a lavaras ar marc’h, a zo c’hoarvezet, ma ’z oc’h ker trist-se ?

— Allaz ! kollet oun, rak biken ne deuin a-benn da ober ar pez en deus gourc’hemennet ar roue d’in.

— Petra en deus gourc’hemennet ar roue ?

— Digas d’ezan d’e balez Marc’h ar Bed, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Se n’eo ket eas, met diêsoc’h kalz hon devo da ober, ha, mar karit ober holl evel ma lavarin d’ec’h e kredan en em dennfomp eus ar pleg e. Retornit da gavout ar roue, ha lavarit d’ezan e renko va ober houarna gant pevar houarn a bemp kant livr pep-hini, dek tach en pep houarn, ha lakaat endro d’in naontek ha pevar-ugent ejen, evit terri nerz gwinkadennou Marc’h ar Bed ;

C’houi ma vrido hag a zibro,
A zalc’ho kont eus an tacho.

Mont a ra ar penhêr beteg ar roue, hag e lavar d’ezan kement-se holl.

— Grêt a vezo evel ma lavarit, eme ar roue, hag ouspenn ho pezo arc’hant kement ha m’ho pezo ezomm.

Pa voe prest holl, en em lakajont en hent. Mont a reont, mont a reont, kement ha kement m’en em gavjont dirak mogeriou porz ar c’hastell ’lec’h ma oa Marc’h ar Bed. Digor ’oa an nor vras.

— Pignit brema war voger ar porz, dre ar wezenn-dero a zo e-kichen, hag ac’hane e welfet bremaïk c’hoari-gaer.

Pignat a ra ar penhêr war ar voger, hag e varc’h a ya er porz.

Kerkent, Marc’h ar Bed a zired en eur c’hourignal, ha savet gantan e lost hag e voue en êr. Hennez, avat, a oa eur marc’h !… Memez tra e voe souezet o welet eul loen ker kaer ha ma oa ivez egile. Distaga ’ra d’ezan eur winkadenn, hag e kouez daou pe dri groc’hen ejen d’an douar. Ha setu neuze eur gann tenn ha rust, ken a grene ar c’hastell hag an douar gante.

Marc’h ar Bed a wall-skoe, ha bep taol e teue gantan daou pe dri groc’hen ; met egile a roe gwall flipadou ivez gant e hern a bemp kant livr, ha bep taol e tistage eur pez kig. Teir eur e padas ar gann, hag ar penhêr, war e voger, en doa aoun bras na gollje e varc’h, o welet ne chome ken nemet pevar pe bemp kroc’hen ejen endro d’ezan, pa welas Marc’h ar Bed o koueza d’an douar, e bevar droad en êr, hag o c’houlenn kartier. Neuze e tiskennas buan diwar ar voger, hag e lakaas eur brid d’ezan en e benn. Heman a lezas ober, hep stourm, hag a deuas neuze war-lerc’h ar marc’h all, trist ha stouet e benn gantan.

Pa zigouezjont o-zri en Pariz, an holl a zirede d’o gwelet : biskoaz n’o devoa gwelet daou varc’h ker kaer. Ar roue a zigemeras mat ar penhêr hag hen pedas da leina gantan. Stad vras a oa ennan o kaout en e balez eur burzud evel Marc’h ar Bed.

Met ar brinsez sorserez, ha na glaske nemet koll ar penhêr, n’oa ket a stad enni, hag, eun toullad deiziou goude, e lavaras adarre d’ar roue :

— Ma ouifec’h, va zad, petra en deus lavaret paotr e varc’h bras ?

— Ha petra en deus lavaret ’ta ?

— Petra en deus lavaret ?… Lavaret en deus ez eo den da gerc’hat d’ec’h ar brinsez kaer a zo gant eur serpant en eur c’hastell dalc’het gant peder chadenn aour etre an douar hag an nenv.

— Ha gwir ’ve en defe lavaret an dra-ze ?

— Ya, gwir a-walc’h, pa lavaran d’ec’h.

— Ma ! neuze ’vo ret d’ezan ober, pe n’eus nemet ar maro evitan, Setu ma ’z eo digemennet d’ar penhêr mont adarre da gavout ar roue.

— Petra ! hag hoc’h eus lavaret penaos oc’h den da gerc’hat d’in ar Brinsez kaer a zo gant eur serpant en eur c’hastell dalc’het gant peder chadenn aour etre an douar hag an nenv ?

— Biskoaz ger, va roue, n’am eus bet lavaret a gement-se. Ret ’ve lavaret e ve kollet krenn va skiant-vat ganen evit sonjal ober eun dra evel-se.

— Ah ! eo, lavaret hoc’h eus, ha ret e vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.

— Neuze, mar renkan mervel, pe vervel eno, pe vervel aman, n’eus ket a forz kaer d’in, ha gwella ’m eus d’ober eo êsa bepred. Retorn a ra da gavout e varc’h, hag hen trist mat.

— Petra ’zo a nevez adarre ? a c’houlennas ar marc’h, p’hen gwelas.

— Netra a vat, siouaz ! Lavaret a zo d’in gant ar roue e renkan kerc’hat d’ezan ar brinsez kaer a zo gant eur serpant en eur c’hastell dalc’het gant peder chadenn aour etre an douar hag an nenv. Biskoaz n’em oa klevet komz eus ar brinsez-ze, ha n’ouzoun pelec’h mont d’he c’hlask.

— Me ’oar ; met pell a zo ac’han di, ha kement-se n’eo ket eun dra eas. N’eus forz, mar karit senti ouzin hag ober holl evel ma lavarin d’ec’h, e teufomp c’hoaz a-benn d’en em denn ac’hane. Distroït da gavout ar roue, ha lavarit d’ezan penaos e vo ret va houarna en arc’hant gwenn gant hern a bemp kant livr ouz pep troad, ha dek tach en pep houarn ;

C’houi ma vrido hag a zibro,
A zalc’ho kont eus an tacho.

Neuze e vo ret d’ezan lakaat ober d’ec’h eur c’hleze dir, trempet en binim aspik, hag a drouc’ho an aour evel koad.

Retorn a ra ar penhêr da gavout ar roue, a lavar rei d’ezan holl kement en devo ezomm evit ober e dro.

Pa voe houarnet ar marc’h ha grêt ar c’hleze, ec’h ejont adarre en hent, Mont a reont, mont a reont kement ha kement m’en em gavent e-kichen ar chadennou a zalc’he ar c’hastell en êr, uhel, uhel, ken o devoa poan oc’h hen gwelet.

— Kemerit brema ho kleze evit trouc’ha ar chadennou, ha skoit start !

Setu trouc’het eur chadenn, diou, teir ; met gwall skuiz ’oa a-benn neuze.

— Kalon ! a lavare ar marc’h d’ezan ; skoït bepred, ha hastit pe ez omp kollet !

Dont a ra a-benn, gant kalz a boan, eus ar bedervet chadenn, hag ar c’hastell a gouez neuze d’an traon, gant eun drouz spontus. Kerkent eur brinsez, kaer evel an heol, a lamm er-mêz dre eur prenestr, hag a red da bokat d’ar penhêr, en eur lavaret d’ezan :

— Va bennoz d’it, pa teus va zennet digant al loen lous-se ! Met hastomp mont kuit, gant aoun hon tapfe c’hoaz.

Hag e pignjont o-daou war ar marc’h, ha prim war-zu Pariz.

Pa welas ar roue koz ar brinsez kaer-man, e voe ken chalmet e galon, ma c’hoantaas dimezi raktal. Ne roe peoc’h ebet d’ezi, ma voent dimezet ; met an eured a voe lakaet diwezatoc’h, pa vije digaset an Aval aour, a lakaas ar brinsez sorserez e spered ar brinsez all da c’houlenn, evel kaera tra a oa war an douar.

Digemennet e voe adarre d’ar penhêr mont da gavout ar roue, a lavaras d’ezan e vije ret c’hoaz kerc’hat an Aval aour, pe n’oa nemet ar maro evitan.

— Penaos, va Doue, aotrou roue, e fell d’ec’h…

— Ah ! n’eus ket da lavaret, ret e vo d’ec’h hen kerc’hat d’in, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h ; ha grit prim.

Dont a ra da lavaret d’e varc’h petra a c’hoanta adarre ar roue.

— Houman, eme ar marc’h, a vezo hon tro diweza, ha mar deuomp a-benn d’he ober mat, hon devo ar peoc’h goude. It beteg ar roue, ha lavarit d’ezan penaos ’vo ret va houarna an dro-ma gant aour, ha staga eun houarn aour a bemp kant livr ouz pep troad d’in gant dek tach aour en pep-hini aneze :

C’houi ma vrido hag a zibro,
A zalc’ho kont eus an tacho.

Ar roue koz a roas holl aour e denzor, — ken troet ’oa e benn gant ar brinsez ! — ha pa voe houamet ar marc’h, en em lakajont adarre en hent. Mont a reont, mont a reont, — ar marc’h a ouie an hent, — ha, goude beza baleet pell, en em gavjont en eur c’hoad bras, e-lec’h n’oa bet kristen ebet ouspenn kant vloaz a oa. Ma tigouezas gante eur wrac’hig koz hag a c’houlennas :

— Pelec’h it-c’houi evel-se, va mab ?

— Ma fe ! mamm-goz, n’ouzoun ket kaer ; lavaret a zo d’in mont da glask an Aval aour hag hen digas ganen, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Ma ! me ho sikouro. Prestik en em gavfet e-kichen eur c’hastell e-kreiz ar c’hoad, hag ez eo ker stank ar gwez, an drez hag ar spern en-dro d’ezan, ken n’hallfet ket ober eur gammed. Pemp kant vloaz ’zo n’eus bet den dre eno. Met setu aman eur wialenn, ha n ho pezo nemet ober ganti eur groaz war ar c’hoad, an drez hag ar spern, ha kerkent e welfet eun hent kaer o tigeri dirazoc’h, hag ec’h efet neuze hep poan betek ar c’hastell. Pa vefet êt er porz, e welfet eno eur wezenn-avalou, hag enni an Aval aour, ker brao, ker koant. Setu aman c’hoaz eur serviedenn, a astennfet war ar c’hlazenn, dindan ar wezenn. Neuze e hejfet ar wezenn, hag e kouezo an Aval aour war ar serviedenn. Grit eur groaz warnan gant ho kwialenn, hag e ranno, hag e welfet eur gontell en e greiz. Lakit ar gontell-ze en ho kodell, rak diwezatoc’h ho pezo ezomm anezi. Grit neuze eur groaz all war an aval gant ho kwialenn, ha kerkent en em serro adarre, hag ec’h aio evel kent. Neuze e tistrofet d’ar gêr gantan. P’arrufet, merc’h ar roue, hag a zo sorserez, a c’houlenno an aval diganec’h, met na roït ket anezan. Neuze e vo grêt eur pred kaer, hag e vo lakaet an aval war an daol. Ar roue a c’hoantao hen ranna, met nag hen na hini all ebet ne c’hallo dont a-benn d’hen ranna : rampa ’raio o c’hontellou warnan, Neuze hen goulennfet ivez, ha, gant ar gontell ho pezo kavet ennan, hen rannfet hep poan. Met kerkent ha ma vo êt ho kontell ennan, merc’h ar roue a gouezo war lein he c’hein, rannet he c’halon ivez, ha maro-mik.

— Trugarez, mamm-goz !

Hag ez ejont adarre a-raok. Met prestik n’halljont ken mont, gant ma oa stank ar gwez, an drez hag ar spern. Ar penhêr a reas neuze eur groaz gant gwialenn ar wrac’hig koz, ha kerkent, setu eun hent eus ar c’haera, ha diraze ar c’hastell. Digouezet e oant tost, hep hen gwelet, gant ma oa stank ar gwez hag ar struj endro d’ezan. An nor ’oa digor, hag ec’h antrejont hep poan. Neuze e weljont e-kreiz ar porz eur wezenn-avalou eus ar re gaera, hag enni, e-touez an deliou, an Aval aour ker kaer ha ker koant. Lugerni a ree evel an heol, hag an evned a gane hag a richane endro d’ezan. Ar penhêr a astennas e serviedenn war ar c’hlazenn hag a hejas ar wezenn, hag e kouezas an aval warni. Neuze, gant e wialenn, e reas eur groaz warnan, ha kerkent e rannas, hag e welas en e greiz eur gontell vihan. Kemer a ra ar gontell, he lakaat en e c’hodell, ha gant eur groaz all, e serr adarre an aval evel kent. Distrei a reont neuze, ha den ne lavaras ger d’eze, rak ne weljont den eno.

En distro, e kavjont adarre ar wrac’hig koz hag a lavaras d’eze :

— Ac’hanta ! va mab, grêt mat hoc’h eus ho tro ?

— Ya ’vat, mamm-goz, ha va bennoz d’ec’h ; eman an Aval ganen.

— Ma ! it brema d’ar gêr en peoc’h, fin ’zo d’ho poaniou, hag an hini he deus grêt d’ec’h kement a zroug, a vezo paeet breman hervez he oberou.

Hag ez ejont adarre en hent.

Pa zigouezjont en Pariz gant an Aval aour, holl dud kêr a ziredas d’o diarbenn, pa glevjont ar vrud, hag ar c’hleier a vralle hag an drompilhou a sone evel pa vije eur gouel bras.

Ar roue koz a oa ken evurus, kement a stad ennan, ma oa prest da beurgoll e benn. An deiz war-lerc’h, hep gortoz pelloc’h, e fellas d’ezan beza eureujet d’ar brinsez yaouank pehini ne oa ket ker laouen, ha merc’h ar roue a oa nebeutoc’h c’hoaz. Eur pred eus ar c’haera a voe grêt, ha kalz-kalz a dud a voe pedet. Epad ar pred, e oa an Aval aour war greiz an daol, ha daoulagad an holl a oa warnan ; kalz a ankounac’hae dibri, gant ar blijadur o devoa o sellet outan.

— Ranna an Aval aour !… Ranna an Aval aour !… a lavaras an holl.

— Roit-hen d’in ha m’hen ranno, a lavaras merc’h ar roue.

— Nann ! nann ! d’ar wreg nevêz eo dleet an enor !

Hag e voe tremenet an aval d’ezi, Met n’oa ket evit dont a-benn da lakaat he c’hontell ennan : bep tro e rampe diwarnan.

— Roit d’in anezan, a lavaras neuze ar roue.

Hag e voe roet d’ezan. Met kaer en devoa ober, n’hallas biken hen boulc’ha ivez.

— Tremenit-han d’int pa lavaran d’ec’h, me ’deuio a-benn anezan, a lavaras c’hoaz merc’h ar roue.

— Goustadik ! goustadik ! eme ar penhêr ; roit-han d’in, m’ho ped. Me ’zo bet oc’h hen kerc’hat, ha n’eus nemedoun aman a c’hallfe hen ranna.

Hag e tennas e gontell vihan eus e c’hodell, hag e rannas an aval eas bras. Ha kerkent e voe gwelet ar brinsez, merc’h ar roue, o koueza war lein he c’hein, rannet he c’halon evel an aval ; ha ne savas ken goude.

— Da bep-hini hervez e oberou ! a lavaras neuze ar brinsez all. Ar brinsez-se he deus gounezet he maro he-unan, o klask hini ar re all : evel m’oa dleet eo c’hoarvezet ganti… C’houi, aotrou roue, a gavan eun tammig re goz evidoun ; ahendall, d’ar penhêr eo bet an holl boan ; d’ezan eo dleet ivez ar gopr, hag hen a vezo va fried, ha nann eun all.

Ma oa joa ha friko a-raok, neuze avat e voe ! Epad eur miz e padas ar festou, ar goueliou, ha dansou hag a bep seurt c’hoariou bemdez !

Me ’oa eno keginerez
Am oa bet eun tamm hag eur bannec’h,
Eun taol kloge war va geno,
Hag abaoue n’oun ket bet eno.
Gant pemp kant skoed hag eur marc’h glaz,
’Vijen êt da welet warc’hoaz ;
Gant kant skoed hag eur marc’h brun,
’Vijen êt warc’hoaz ar penn-sun [1].

.
Kontet gant Franseza an Ewen,
a Bedernek ; 1869.
  1. Sun (Trég.), semaine. (Léon : sizun)