Ki ha Bleiz en ti ar Person

Eus Wikimammenn



Ki ha Bleiz en ti ar Person


————


Avel peb tra er bed: an den fur a garo.
Evit beza eüruz eo karet ar gwella zo.

En eur barrez demdost da Gastellin, oa eur person koz-koz. Meur a wech dija en doa kinniget an dilez euz e garg. Mez e barrezioniz a zirolle da lenva bep tro. Ne felle ket d’ezo, a briz ebet, e c’hefe kuit diouto. Henez en devoa o badezet, koulz lavaret holl ; hen ive o doa o eureujet. En ti ebet na vije nag anken na plijadur heb na zeue ar person da gemer e lod. Hag abalamour da ze, an holl a c’hoantae e chomche ganto betek e varo.

—o—

Eun devez, ar person keaz oa bet epad eun devez o welet tud klanv. Eur barrad breac’h oa o poueza war e barrez. Kalz klenved oa : mervel a rea zoken meur a hini. Eat deuz ar gear abaoue ar mintin, hen doa sikouret Laou Prodenez da vont er bed-all. Ar paour keaz Laou ! Dek vloa ha tri-ugent en doa. Atao oa bet eun den gwirion, ha kontant a oa da vervel.

Goudeze en doa badezet eur bugel da Vac’harit An Han. Ar seizved a oa : he vamm, klanv pell a oa, hen lakeaz er bed daou viz araok e boënt : re disterik a oa evit dont beteg an iliz : kristeniet oa en e di.

Ac’hano e teuaz da di Ian An Tilly. Ian hag e bried a oa klanv fall. N’oa gwennek gonezet ebet. Ar vugale a grie naonegez. Ar person kalonek a roaz d’eun amezegez vad an holl arc’hant a oa en e ialc’h evit prena d’ezo peadra da veva.

—o—

A-benn an noz, ar person paour en doa gonezet mad e gousk. Mez ne zerraz ket eul lagad : re skuiz a oa, emichanz. Trei ha distrei a rea war e vele, eüruz evelkent. Ha dre e brenestr digor, e teue beteg ennan, gant ezen an noz, c’houez vad ar bleuniou deuz e jardrin. Hag a gleve en e borz e gi Moroc’h o vale gorrek ha goustadik, hag oc’h en em zic’houda war ar grae. Pa vije kousket ar person, pa vije e blac’h koz en em dennet en he c’hambr, Moroc’h en em garge d’o diouall o daou.

Setu Moroc’h oc’h ober eur harzaden skiltrus. Kerkent a oa klevet eur glemmaden, ha trouz brankou o terri. Ar c’hi a gendalc’he da c’hrongnal.

Buan, ar person a lammaz er meaz deuz e vele, a daolaz e zoutanen en e gerc’hen, a gemeraz e benn-baz houarnet, ha raktal ez eaz er porz.

— Moroc’h ! ama, emezan.

Mez Moroc’h ne zelaoue ket. Lammat a rea en dro d’eur vezen kraon boul. Ar beleg a gemeraz goulou en eul letern, hag o sellet er vezen e velaz eun den dizoare, baro hir d’ezan. Al lustrugen a oa eur gontel en e zorn, ha ganthi e venne lammat war ar c’hi. Sklear e welet an dra-ze merket en skelf e zaoulagad. E gontell a oa en e zorn diou : e zorn kleiz, chaket gant Moroc’h, a oa leun a oad. An ear en doa deuz eur bleiz tapet en eur gripet.

— Deuz pelec’h e teuit ? eme ar belek en eur dostaat. Dre be seurt hent oc’h deut ama ?

— An urupail na responte ket. Mez bruzunachou mein ha râz a ziskueze oa deut dreist ar voger. Deut a oa sur awallac’h evit laërez, evit laza zoken, marteze, ha panevet d’ar c’hi…

— Taolit ho kontel, eme ar person.

An den fall na responte ger.

— Taolit ho kontel, a lavaraz c’hoaz ar person.

En taol-ma e komzas gant eur vouez rog :

— Galvit ho ki ’ta neuze. Dija hen deuz kaset gantan an hanter euz va breac’h.

— Moroc’h, ama da gaout ho mestr. Adrenv. Taolit ho kontel ha goulanderit ho kodellou.

An den a varc’hate.

Ar c’hi, eme ar person, na raio drouk ebet d’eoc’h, na me kenneubeut.

Al laër a zentaz : mez m’hen dije kredet !… Ar gontel a ieaz e veg en douar. Eur gizel ien hag alc’houeziou a gouezaz en e gichen. Ar beleg o dastumaz.

— Diskennit brema, emezan. Peuc’h Moroc’h.

Ar c’hi a gouchaz en eur c’hrongnal.

—o—

Pa oa diskennet an den fall d’an traon, mouez ar person a zeuaz da veza dous ha karantezus. Ne oa mui dirazan nemet eun den reuzeudik : « Perag, mignon, emezan, dont dreist ar voger ? N’ho poa nemet skei war an nor, hag e vije bet digoret d’eoc’h : na oan ket kousket. Mar vijec’h bet deut d’am zi evel an dud-all, Moroc’h, e leac’h fourra e skilfou en ho preac’h, a vije deut d’en em floura diouzoc’h, n’ê ket ta Moroc’h ? »

Neuze a gemeraz ar vreac’h draillet : « Oh ! oh ! a lavaraz, daou foultren taol dant. Panevet d’ar vezen… Gortozit, me zo o vont d’ho louzaoui. »

Hag ar belek a zigasaz eun armel, hag araok ma oa divantret va den, hen doa kemeret e vreac’h. Gwalc’hi a reaz ar gouliou, lianenna a reaz an dorn a vije bet gozik sur, anez ar c’hi, dorn eur muntrer. Staga a reaz anezhi evel eur verc’hoden ouz ar stomok.

Goude ar belek a lavaraz : « Naoun ho peuz ? » Hag araok ma oa respontet, a lzvaraz adarre : « azeit aze ».

Tenna reaz deuz an armel eun tamm kig ien hag eur voutaillad gwin. Lakat a reaz d’an den eur plad hag eur fourchetezen. Hag o welet na c’helle ket en em zervicha euz e vreac’h, a dorraz d’ezan e vara a dammou bihan, a droc’haz e gig hag a ziskargaz gwin. « Allo ! mignon, a lavare, debrit ta, hag evit ».

Ar paour keaz den a oa mantret holl. Sellet a rea, bep eil tro, ouz ar beleg, ouz ar pez a oa war an daol, ha deuz ar c’hi, kousket brema dirazan. Ne c’hrongne mui, mez e zaoulagad avad a bare warnan.

En em lakaat a reaz da zibri, goustadik, mez n’oa ket evit treisa ar bara ; ar c’hig ive a jomme en toull e c’houzouk.

— Evit ’ta, mignon, a lavaraz d’ezan ar belek.

Mez ar paour keaz na c’helle ket eva. Ar gwin a jomme da dourlounkat en e gornaillen. Beradou daëlou a bike en e zaoulagad. Essa a re c’hoarzin, gant ar c’hoarz melen en deuz ar re foll ; avechou, a lavare en eur zec’hi e zaëlou gant kil e zorn : « Ia ! sur avad, an hent fall a meuz kemeret da zont en ti-ma. Mez an noz ne ve ket sklear ive ! »

Ar belek a hijaz e benn. Tristidigez a zeue war e galon. Ne ve ket sklear an noz ! Hag a zonje: « Oh ! nag a galonou a zo an noz warno er mare-ma. Ne welont mui, abalamour o deuz kuitaet an Aotrou Doue. »

— Mar kirit, a lavaraz, e chomfoc’h da gousket ?

Difizians a baraz en daoulagad al louidik paour.

— Mar be ho madelez, emezan, ez in ’kuit : gwelloc’h e ve d’in.

— Arc’hant e pefoc’h, eme ar belek. Dalit.

Hag a lakeaz en e zorn eur pez ugent real. An den foll a oa ken sabbatuet, mar na c’helle ket lavaret : bennoz, zoken.

Ar belek hen ambrougas betek an nor. Al loar a bare kaër ; an ear oa leun a c’houez vad chommet warlerc’h an deiz. Al laër en em zilaz er meaz. Drol a oa, gant e vreac’h staget war e beultrin. Moroc’h a zelle outan. Ar belek a flouraz penn e gi en eul lavaret : « Kenavo, mignon, hag eur wech-all, pa deuffet, skoit war an nor : ti person ar barrez-ma na ve morse dalc’het serret ouz den. »

Karit, karit an holl : en em garit goude,
Ha mar d’oc’h mad, ho pec’h a vo skanvoc’h neuze.

Doph an ti-all.