Katekiz historik/Kenta Gévren - XIX Gentel

Eus Wikimammenn





NAONTÉKVED GENTEL.
Eûz a Énébourien Jézuz-Krist.

Ann holl a wélé Jézuz gand eur zouez vrâz, hag é tenné war hé lerc’h eul lôd brâz a dûd, péré a heûlié anézhan bétég el lec’hiou distrô. Ar Iuzevien, hag ar Jentiled zô-kén en em strollé évid hé wélout hag évid hé glevout. Ar Skribed hag ar Farizianed hô dôé érez eûz a gément-sé, hag a zavaz droug enn-ho eûz ar frankiz gant péhini é tamallé hô gwallou. Ar Skribed a ioa doktored ar Iuzevien, eûz a béré é tiskouézé ann diwiziégez hag ann trubardérez. Ar Farizianed a ioa ar ré a fellé d’ézhô rei da gridi pénaoz é mirent al lézen gant mui a striv égéd ar ré all ; hôgen, ann darn vuia anézhô né oant némét pilpouzed, tûd valc’h ha piz, péré a douellé ar bobl gand ann doaré a garantez Doué. Kaséed é oa ivé Kerkouls Jézuz gand ar Sakrifierien ha gand ar Sénatored a réné ar Iuzevien, dré ma tiougané pénaoz abars némeûr é vijé dismantret Jéruzalem hag ann templ. Enn eur gér, ann holl Iuzevien kiguz na hellent két kridi pénaoz é oa hén ar Mésî, pa hen gwéient ker paour, ker vuel, ha ker kun. Hé gélennadurez a oa kasauz d’ézhô, dré ma prézégé ar faé eûz ar pinvidigézou, eûz ar blijaduriou hag eûz ann holl vadou eûz ar vuez, ha ma lavaré pénaoz piou-bennâg a fell d’ézhan mond war hé lerc’h, a dlé dougen hé groaz, hag ôber ann dilez eûz a pép-trâ hag anézhan hé-unan. Enébourien Jézuz a lavaraz aliez kunuc’hennou d’ézhan, a géméraz mein évit teurel gant-han, hag enn divéz a lékéaz enn hô fenn hé lakaad da vervel. Gounid a réjond unan eûz hé Ziskibled, Iudaz Iskariot, péhini a rôaz hé c’hér d’hé werza d’ézhô évit trégont péz arc’hant a dalié pemzék skoéd.

Goulenn. Ha Jézuz a oa-hén heûliet brâz. Lavar. Eul lôd brâz a dûd a zeûé a bép tû évid hé wélout hag évid hé glevout. G. Hag énébourien en doé, L. Ia, ar Iuzevien kiguz. G. Pérâg é kasaend anézhan. L. Dré ma prézégé ar vuelded hag ar baourentez. G. Piou a oé hé brasa énébourien. L. Ar Skribed, ar Farizianed, ar Véleien hag ar Sénatored. G. Piou é oa ar Skribed. L. Doktored al lézen. G. Piou é oa ar Farizianed. L. Ar ré a dréméné évit miroud al lézen gwelloc’h égéd ar ré all. G. Ha na vévent-hi két mâd. L. Nann, ann darn vuia anézhô né oant némét pilpouzed. G. Bété pégeit éz éaz kasoni énébourien Jézuz. L. Bété menna hé varô. G. Piou eo ann hini a rôaz hé c’hér d’hé werza d’ézhô. L. Iudaz Iskariot, unan eûz ann daouzég abostol. G. Évit pégément. L. Évit trégont péz arc’hant.