Katekiz historik/Eil Gévren - VIII Gentel

Eus Wikimammenn





EIZVED GENTEL.
Eûz a Gen-unvaniez ar Zent.

Ken-unvaniez ar Zent né kéd hép-kén al lôd é Sakramant santel ann aoter, hôgen enn-holl, rann ann holl vadou spéréduz étré holl vemprou ann Iliz. Na réomb holl néméd eunn hévélep korf, évid-omp da gaout kargou dishénvel, é-c’hiz da gélenna, da véra, da zervicha ; ével m’hô deûz préderiou dishénvel kévrennou korf ann dén. Ar ré holl a zô enn Iliz, mar d-int é stâd a c’hrâs, hô deûz hô lôd enn holl bédennou hag enn holl ôberiou mâd a réeur enn-hi. Ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz, da lavaroûd eo, ar ré a zô eskumunuget, n’hô deûz lôd é-béd enn-hô ken-nébeût hag ar baganed. Râg ann Iliz é deûz ar gwîr da eskumunugi ar ré holl hô deûz gréat péc’héjou brâz, hag évit péré na fell kéd d’ézhô ôber pinijen. Unvaniez zô étré ann Iliz trec’huz, péhini a zô enn Énv, hag ann Iliz stourmuz, péhini a vrézéléka war ann douar. Ar Zent a skoazel ac’hanomp gant hô fédennou, muioc’h c’hoaz goudé hô marô égéd a-raok. Ann énéou a zô er purgator a hell ivé kaout lôd é Ken-unvaniez ar Zent. Dré-zé eo mâd ôber évid ar ré-varô pédennou, aluzennou hag ôberiou-mâd.

Goulenn. Pétrâ eo Ken-unvaniez ar Zent. L. Ann unvaniez eûz ann holl vadou spéréduz. G. A bétrâ é teû ann unvaniez-zé. L. O véza ma’z omb holl memprou eunn hévélep korf. G. Péré eo ar ré hô deûz lôd enn-hi. L. Ar ré holl a zô enn Iliz. G. Ar ré a zô eskumunuget hag hî hô deûz ivé hô lôd enn-hî L. Na hellont kéd hé gaout, kennébeûd hag ar baganed. G. Péré eo a zô eskumunuget gand ann Iliz. L. Ar ré hô deûz gréat péc’héjou brâz hag évit péré na fell kéd d’ézhô ôber pinijen. G. Ken-unvaniez ar Zent hag hî en em astenn bétég enn Énv. L. Ia, ar gwenvidien a skoazel ac'hanomp gand hô fédennou. G. Hag en em astenni a ra ivé bétég er Purgator. L. Ia, béz’ é hellomp frealzi ann énéou a zô enn-han. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni hô fréalzi. L. Dré ar bédennou, ann aluzénnou hag ann ôberiou-mâd.


————