Iez koz hon Zado

Eus Wikimammenn
◄   Marc’hait ann Néerez Iez koz hon Zado   ►


IEZ KOZ HON ZADO.


————

Piou lavar ez è marw en Breiz
Speret ar rè-gòz hag ho feiz,
Hag é kollomb hon iez beb-deiz ? —
 
Piou lavar vezò ar Gallek
A dréc’hò war ar Brézònek,
War ann derw kàled ann hàlek ? —
 
Beò-mad è speret hon zàdô,
Ha keit hag ar bed é pàdò,
Rag mui hen kàromb ’wit màdò.

Hon gwerziou kòz, ni hò c’hàn c’hoaz,
Er menez, war aod ar mòr-glaz,
’Vel hìriò, ho c’hànò warc’hoaz.


Keït ma vò bruk en Breiz-Izell,
Hag en aod ar mòr glaz rec’hell,
Hon iez koz na hell ket merwell.

Kasset skolerienn war ar maès,
En peb bourk, en peb tiègez,
Ewit òber brézel d’hon iez ;

Kaer ho pèzò kass skolerienn,
Paotred Breiz ’zò kaled ho fenn,
Ha n’hò zelaoufònt ket a-grenn.

Mar na dròchet teod ar bùgel,
Kerkent ha ma teù da c’hénel,
’Vézò poan gollet hò brézel.
 
Ha mar bé hon beg alc’houezet, —
Eùz hò beziou, en peb béred,
Ar ré-gòz ò sével ’wellfet ;


’Wit deski d’hon bugaligou
Komz hò iez, kàna hò gwerziou,
Ha darempred ar pardòniou.

Leusket tud Breïz, paotred Brò-C’hall,
Leusket-hè, na reònt tra fall,
Troët hò spéret e lec’h-all.

Leusket ganeomb hon c’hòz-kiziou,
Hon ilizou hag hon c’hroaziou,
Ha iez ar rè ’gousk ’n hò beziou.

Hon c’hontadellou tàl ann tàn,
Goudé al labour hag ar boàn,
En pàd ar goanv, a-c’houdé koàn.

Leusket ganeomb hon béleïenn,
’Wit làret d’imb ann òférenn,
A glew peb-unan penn-da-benn :


Ar pardòniou pa deù ann hanv,
Lec’h ma ’z aimb holl, ha iac’h ha klanv,
Da bédi, dansall hag evfàn. —

Ar rè-iaoùank d’òber al lez,
D’ar plac’hik koant, ar benn-herez
’C’hoantaònt d’hanter tiègez.

M’hen tou’ bugalè Breiz bìkenn
Na raint dizurz en neb tàchenn,
Ha na em glemfònt ket a-grenn.
 
Hogen làzan hon iez kàret,
’Wit-zé, tud Gall, na réefet ket,
N’hò pézò med amzer gollet.

’Vel ar bleùn bàlan er parkou,
En doùar Breiz ’sav ilizou,
Kroazou-mén, zòniou ha gwerziou !


Keit ’vo gerrek en aod ar mòr,
’Kànò ’r barz-kòz war dreuz hé zòr,
Bépred en iez-kòz ann Armòr ! —


— DIVEZ. —