Giziou koz ar Vretoned

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1912  (p. 125-126)



Giziou koz ar Vretoned


————


E niveren miz genver ez euz bet komzet eus ar c’hiz koant a yoa e Treger da rei neud d’ar gesterien ha d’ar gesterezed a vez o kestal en iliz.

Eur c’hiz-all ker brao ha talvoudus ive d’an ilizou am eus gwelet pa oan yaouank, ar c’hiz da rei e prof d’ar zant patron al leue kenta a vije divar an ouneri a veze bet maget en tiegeziou pinvidik eus ar barrez. Eur wech an amzer e veze klevet lavaret er gador epad ar pron : « An hen-ma-hen en deus roet d’ar zant eul leue hag a vezo gwerzet war ar groaz goude an oferen ».

Eleiz a dieien a garie kaout bep bloaz eul leue bennak da zizoun bet roet e prof d’ar zant, en aviz kaout muioc’h a chans ganto, hag ive abalamour o veza ma tennent eus an tiegeziou bras e vezent peurliesa eus eur ouenn vat.

Evel-se, da c’houde an oferen e veze prez en dro d’ar groaz. Al leue a veze savet war ar pazennou evit beza gwelet gwelloc’h ; an holl a felle d’ezo touch outan, e veudika, da weled ha lard oa ; hag ar baotred vihan a veze atao da dosta, lod krog en e lost, lod-all en e ziskouarn. Ar vugale a veze al leuig eus o c’hear a veze eul lorc’h enno o welet ar stad a reat anezan ! Hag ar re a brene o zud anezan a veze kement-all pe muioc’h a a fouge enno. Gwelet e veze meur a hini o chacha war chupen o zad hag o c’hopal : « Va zad, prenit anezan ’ta, va zad ! »

Al loenig-se bet roet en ofrans d’an iliz a veze karet gant an holl dreist loened-all an tiegez ; hag hen bras ha koz e veze sonj atao eus peleac’h oa prenet.

Ped gwech n’em beus-me ket bet klevet tud o lavaret : « Hounez, ar vioc’h-se, — Doue r’he diouallo ! — a zo ama abaoue pell a zo ; hounez zo bet prenet divar ar groaz ! »

Traou-all a veze roet c’hoaz en ofrans d’an iliz. Pa veze bet mat an eost, kalz a roe eun tamm sac’had ed, lod, patatez, amann, betek foenn seac’h em beus bet gwelet gwerza war ar groaz.

Ar c’hiz da rei e prof traou eus an tiegez, traou eus an douarou, ouspen ma ’z oa eur binvidigez evit an iliz, a yoa ive eur c’hiz vat ha santel. Diskouez a rea an anaoudegez vat a dleomp holl da Zoue evit ar madou a ro, hag a blij d’ezan en e vadelez miret d’eomp.

Marianna ABGRALL.


————