Foar ar godellou toull

Eus Wikimammenn
Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 84-89)



Foar ar godellou toull


————


Ar gontaden dudius-ma a zo tennet ganen eus Levr Buez Sant Teodot, savet gant an Ao. Guillou, maro person e Penmarc’h, an hini en deus gret traou ker brao e Brezoneg. Goulen a ran, evit brasa plijadur ar Vretoned, ma vezo advoullet e oberou. (Klaoda’r P.)

Dioc’h an abardaez, setu Fanch koz o tont d’am c’haout :

— Gouzout a rit, Aotrou, emezan, em beus divizet tri dervez foar ; varc’hoaz, ma n’ho peus ket ezom ac’hanon, em beus sonj da vont da Landi.

— Mat, mat, yao, eme ; eus goulou-deiz betek nav eur ema ho kabestr war ho moue… Setu ama gwerz eur banne hag eun tamm butun… »

Hag e rojon d’ezan eur pez dek gwenneg. Fanch koz a dennas e voned segovi hag a bokas d’e zourn. Er nosvez-se ar zaout, ar marc’h, o devoe askoan, kel laouen oa ar mevel.

Antronoz, mintin mat, edo Fanch koz oc’h en em frotta, oc’h en em spura, oc’h en em larda (da lavaret eo o larda e voutou) ; e varo a yoa raklet, e vleo gris difuilhet, diboultrennet… M’hen diche gellet ive o diloueda !!!… Mes, siouaz ! ouzomp-ni, braerien koz e wall stag ar c’hanastr !

Wardro seiz eur ez eas d’è yalc’hig, e kemeras eur pez ugent real, e sellas piz outan, rak marteze her gwele evit ar wech diveza… Unan koant oa, kochet tro-war-dro. Eur pez a eiz real digoch a deuas warlerc’h, ha da echui, eur gwenneg bennak. Evel just, va fez dek gwenneg a yoa ive eus an abaden.

Goude-ze Fanch a zoubennas, hag e jileten vanchek dindan e gazel, e gorn en e veg, en em lakeas da dreuzi ar bourk ken drant ha pôtr yaouank ebet.

— Ata, Fanch, a lavare an dud, mont a reer ’ta ?

— Ya, ya ! eme Fanch.

— Asa, Fanch, eme re-all, n’oar ket korbezen hizio ?

— Tra, tra ! eme Fanch.

— Petra, Fanch, eme eur miliner a yoa o karga daou pe dri leue, ne vezo ket eur banne… eun tammig sao ? »

Fanch a zellas a-dreuz ouz va frenestr, rak gouzout a rea ne garan ket kalz ar saoiou. Kloz oa pep tra. Setu Fanch en ostaleri hag ac’hano e kar ar miliner. Ma savas marvailhou, n’eus ket ezom d’hel lavaret, ar vilinerien a zo touchennet mat o zeod, ha farouel Fanch goude eul lipaden a yea ive kempen en dro.

O c’hoarvezout e Landi e tiskennas ar miliner hag e amezeg ; an daou leue ive a deuas er mêz war bouez o divesker. Ar miliner a ranke paea ar gwir evit an daou leue, ha Fanch, pôtr brao, na petra ’ta, a baeas adarre ar gwin d’ar miliner.

Setu Fanch e kêr. Evit gouzout an eur e sellas ouz horolach an iliz, hogen ne c’houie ket kalz dioc’h an traou-ze ; an nadoz hirra a yoa war bemp, ar verra eun tammig en tu-all da nao.

— Satordallik ! eme Fanch, setu aze diou nadozen ha n’int ket evit en em glevet ! Ma vichen-me horolacher, ne viche nemet eun nadozen war ar rond gwenn-ze, ha neuze an holl a welche sklêr an eur. An heol, setu eno eun horolach !… Nadozen ebet warni ! Setu eno eun dra grêt diouz ar baizanted !… Bah ! Bah ! eme Fanch o vont larkoc’h, nav eur eo, en gros, perak chipotal ?

Petra reer en eur foar pa ne vez netra da ober ? Evidon-me n’her gouzoun ket, Fanch avat her gouie.

Da genta ez eas da dachen ar moc’h hag e varnas pep unan hervez e galite, hervez e vent hag e gig. Goude-ze da dachen ar zaout…, goude-ze da dachen ar c’hezek. Edo eno pa zonas an Angelus. Fanch a yoa kristen mat, a dennas e zegovi hag a ziskouezas e vleo gris adarre eun nebeut poultrennet.

— Eun tamm boued brema ! eme Fanch. Hag ez eas warzu eun ostaleri. Edo o kompren ennan e-unan an dispign a dlie da ober… daou wennegad bara, daou wennegad souben, tri gwennegad kig, pevar gwennegad gwin, hag…

Fanch a lakea e zourn en e c’hodel zeou ; eno e kave d’ezan beza lakêt hag ar pez kochet hag an hini digoch, hag ar re-all… Siouaz ! Siouaz netra ebet er c’hodel !… Goude-ze ez eas d’an hini gleiz. Siouaz ! Siouaz ! Kant gwech siouaz ! goullo oa ! toull oa ! daou viz Fanch a deue er mêz… E arc’hant paour a yoa eat kuit koch-digoch dre ar memes hent.

C’houi, kredabl, a viche fallgalonet gant eun hevelep tôl ; peadra a yoa. Fanch avat ne reas nemet leuskel tri satordalle ! c’houek hag a greiz kalon, ha skrabat e benn evel m’hen divije kollet e grib abaoue eur miz.

Mont a reas war eün da dachen ar moc’h, hag e selle, ha, respet d’eoc’h ! e turie gant e zaouarn.

— O c’houennat petra emaoc’h aze, va den mat ? a lavaras unan bennak d’ezan.

— Satordalle ! eme Fanch, n’eo ket o c’houennat, oc’h hada eo oun bet, siouaz ! evidon. Eur pez ugent real kochet, unan a eiz real digoc’h… M’ho peus o c’havet, m’ho ped, en han’ Doue, roit anezo d’in !… Ne reat nemet c’hoarzin.

— Bah ! Bah ! pôtr koz, eme an dud, tremp nevez a ’zo aze, diwana raint a-benn bloaz !…

Mont a reas da dachen ar zaout, hag e kollas e boan ; da dachen ar c’hezek, hag e oe respontet d’ezan :

— Bah ! bezit dizoursi, ne jomint ket er mêz dindan an amzer, kaout a raint lojeiz !

— Koulskoude satordalle ! eme Fanch, eun den a guzul vat bennak a dle beza er gêr-ma ! Mont a ran da gaout an aotrou person.

Dioc’htu e oe digemeret.

— Aotrou, eme Fanch, me a zo toull va godel ; kollet em eus eur pez ugent real kochet hag unan a eiz real digoc’h !… Petra rin-me brema evit o c’haout ?

— It, eme an aotrou person, da gaout an tabouliner, hag it buhan, rak er c’hêriou an arc’hant a gouez a zo askellet.

Setu ’ta an taboulin en dro diwar-benn arc’hant Fanch, ha Fanch e-kichen o tiskouez tri biz dre doull e c’hodel, rak dre lakât alies e vizied eno en doa frankaet an digor. O klevet an trouz, ar zaout a heje o fenn, ar c’hezek lard a zave er vann, ar re dreut a jome sioul, ker sioul hag an hini en doa grêt ar gavaden.

Fanch a reas war hed tost tro kêr da heul an taboulin, hag evel m’en doa klevet lavaret oa anet diouz an drem (vizaj) anaout eul laer, e sell piz ouz an holl, e kave d’ezan zoken edo liou ar groug war meur a hini, mes ne grede ket mont larkoc’h.

— Alo, eme Fanch, pa wele e poanie en aner, satordalle paouezomp !… Kenavezo, pez kochet !… Kenavezo, digoch !… Mont a ran war yun da welet peseurt labour a ra an dud-all !…

Edot en e gichen o klask gwerza eur vioc’h ; gevier a zizac’het eus an eil kostezen hag eben. Unan a c’houlenne kalz re, egile a ginnige kalz re nebeut.

— Sator ! eme Fanch, c’houi ive a zo toull ho kodel, pa glaskit noazout d’ho nesa !

Eur pennadig larkoc’h edo merc’hed an amann, eur chaok spontus ganto, hag o klask lakât da lentaat ar re n’oa ket eveldo dir war o fas…

— Sator ! eme Fanch, c’houi ive zo toull ho kodel !

Larkoc’h edo ar varc’hadourien kezek ; ar geriou bras a fuc’he, a groze…, lavaret a rachac’h e vichet o prena eur jeo d’an diaoul da jarreat tud daonet…

— Satordalle ! eme Fanch, c’houi a zo ive toull ho kodel !… War ugent skoed a c’hounezit e kollit kant gwech hoc’h ene !!!…

Erfin Fanch a skuizas hag araok mont d’ar gêr e c’hoantaas mont d’an iliz da zaludi ar Werc’hez, da lavaret eur Bater hag eun Ave. E-kichen ar c’hef ez eas war bennou e zaoulin. Eur paour kez koz a yoa en tu-all gant e japeled. Fanch a zelle outan… Dioc’h kostez Gwiniventer e tu bennak e ranke beza diouz e wiskamant, ma c’heller da vihana henvel gwiskamant eun dournad truilhou a yoa war e dro, rak edo war gorf e roched, ha c’hoaz peseurt roched !…

Ar paour pa oe echu e beden a deuas warzu ar c’hef. Tenna reas eus e vruched eur yalc’h ler stag ouz e c’houzoug evel eur skapular ; hag eur pez a eiz real a lugernas en e zourn hag a gouezas en eur zini ebars er c’hef.

Fanch a yoa mantret.

— Va den mat, emezan, penaos e c’hellit-hu dioueret eur pez arc’hant egiz-se ?

— Ne zioueran netra, eme ar paour, ar pez-se em eus kavet hizio, ha re-all gantan. Evel n’ouzon ket anaout ar perc’hen, e roan eul loden d’ar Werc’hez en e hano, hag ar rest a zalc’han evidon.

— Me just, eme Fanch, eo em eus grêt ar c’holl : eur pez ugent real ho peus c’hoaz, eur pez kochet…

Ar paour a ziskouezas e bez, kochet oa. Ouspenn, an dra-ma a dremene en eun iliz, el leac’h n’eo ket brao lavaret gevier. Kinnig a reas ’ta da Fanch e bez kochet, e bez dek gwenneg hag ar mouniz.

— Nan, satordalle ! eme Fanch, a zaou-hanter, mar plij !

Hag ez ejont o daou d’an ostaleri da zibri ha da ranna an arc’hant.

Fanch a zigouezas er gêr abret.

Pa c’houlenjot digantan peseurt foar a yoa bet. — Foar ar godellou toull ! eme Fanch. Me oa toull va godel ; ar varc’hadourien saout, kezek, moc’h, amann…, a oa toull o godel ; eur paour hepken am eus kavet en iliz ha na c’hoantae na pec’hi, nag en em vesvi, na laerez ; hennez n’oa ket toull e c’hodel, rak n’en doa hini ebet.

Ao. GUILLOU
Beleg.


————