Eur rendael en tiegez

Eus Wikimammenn
Hekleo Penn ar Bed, 1910



EUR RENDAEL EN TIEGEZ


————


Jakig Kaour a oa echuet e drizekved bloavez. E Frans, al lezen na c’houlenn ket e oe red d’ar bugel chom en tu all d’an oad-ze da uza fonsou brageier war skinier an ti skol.

Hag e vam hag e dad a oa lakeat nec’hed gant ar goulenn dister man « chom a rai Jakig er skol c’hoaz ?… pe dalc’het e vo er gear ?… »

Katou, ar vam a lavare :

— Me fell d’in kas Jakig war ar studiou braz.

— Hag e ri petra gantan ? eme Yan, an tad.

— Eun noter, eun alvokad, eun alvoue, pe — disteroc’h — eur c’homiz…

— Hunvreou !… Me fell d’in e ve labourer douar. Eur bugel korfet mad evel hennez a zo great evit ar vicheriou a c’houlen nerz.

— Ar c’horf a zo warlerc’h ar spered, a responte ar vam… Ha pec’hed e ve delc’her eur spered kaer evel Jakig da louedi war ar meaz pa c’hallfe kaout plasou kaer e kear.

— Ta ! ta !… Ar gwella micher evit ar mab eo micher e dad !

— Grac’herez warlerc’hidi !… Hirio, brasa preder an holl gerent a dle beza klask d’o bugale eur stad dishenvel diouz o hini, hag uheloc’h.

— Peseurt micher a zo uheloc’h eget hini al labourer savet gant Doue ?…

Ar vam ne oa mui gwall varrek gant he c’huden. O flemmata he gwaz, e sonje d’ezi gonit kentoc’h. Respont a reas eta dichek :

— Te zo re zod evil kaout rezon ganez… N’ouzon ket peseurt sonj diboell a dremenas dre va fenn pa gemeris ac’hanout…

— Ha me ’ta !… N’ouzon ket dizonjal eus an diotach dibardon a ris oc’h eureuji ganez !

— A patatezennoc’h gwaz ne c’hallen kaout…

— O kemeret eur rederez henchou n’em ije gallet ober falloc’h dibab…

— Ne ket me em ije great ar gammed genta evit da gaout…

— Ha me gav d’it a vije eat d’az klask !… Eur vaouez hag a zo eur rivin en eun ti !

— Te eo a lak hon holl arc’hant en odivi…

— Me na zispignen nemet eur wech ar zizun, d’ar zul, gant va c’hamaraded. Ha te, sul, c’houel, pemdez, a zo o kafea a gleiz hag a zeou, gant holl gomerezed ar c’harter…

— Evit eul lagad ejen, pe zaou, ar zizun, e tispignan da zigemer Marc’harid Vorn, pe Seza an ti-all… Setu aze eun afer, avad ! Ma vijez rezonabl ne zellfez ket ken tost-ze. Eur vez eo d’it beza ken gogez !

— Me, ma rafen kement all, a ve mouget ganez !…

— Ha neuze ne ket va zro-me a vez bemdez da regali. Tro ar re all a deu ive da rei d’in. Rak-se e c’hellez en em frealzi !

— Ya, laouen !… Ne c’helles ket bravoc’h lavaret d’in oun ginaonek.

— Oh !

— Epad va vez an « itron » o lipouzeta an holl labour a jom ganen-me d’ober.

— Me ra va labour rik ha rak.

— Evel just. Nemet pa vez re dom d’az penn o tizrei d’ar gear me rank ober koan…

— Eur vech pe ziou ! Setu aze eur pez kaer !

— … Ha dious ar mintin e ve poan bleo hag e tigouez d’in adarre kaout ar yod da zila, da gemmeska ha da boaza, betek zoken ar zaout da c’horo ha da gas er maez…

— Ha goude ?

— Goude ? Gwechall em beze, ouspen, Jakik da zevel, da zibikouza, da wiska… araok m’a c’hellen mont d’ar park, da c’hedal lein ha ne ve, morse, prest d’an heur !

— Sell Serr da c’hinou !… Droug a lakez ennon gant ar c’hoc’h koz-ze, traou tremenet… Ma vijez karantezusoc’h ouzin, em ije ive muioc’h a galon d’ober gwelloc’h !

— Petra c’hallfen ober ouspen evit an «itron » ?

— Rei d’in ar pez a c’houllennan diganez daou pe dri bloas ’zo. Da genta eur mouchouer a liou nevez ; d’an eil…

— Eur mouchouer a liou d’eur gouilhouren goz eveldot-te ?… Mes, kezez baour, an dud a c’hoarzfe did !

— Eur gouilhouren ! Hanoiou brao a rez ac’hanon, teod milliget !… Sell, c’hoant em eus da zistaga eur javedad diganez.

— Me, ouspen c’hoant em eus ! Klak ! Dorn Yan o koueza war javed deou Katou a lezas e roud er c’hig. Fuloret, er meaz anezi he-unan, e yudas :

— Ah ! aneval gouez !… Evelse e rez ? Skei gant da vreg !… Euzus eo an dra-ze ! Gwelet e vo a barnerien a zo c’hoaz e Montroulez !

— Kea do c’haout… a kas d’ezo houman c’hoas !

Hag an dorn a bladas er wech-man war javed kleiz Katou.

— Oh ! c’hoaz, loen vil !… N’eus nemet an divorz d’a c’hedal breman !

— Ya, ya ! an divorz !… An dra-ze a rai plijadur d’eomp hon daou.

Ne c’halle ket herzel hiroc’h. Katou a grogas er skubelen, ha c’hoari reas war liven gein Yan, hag a deuas, dindan nerz an taoliou, da gaout keuz d’ar vuhanegez a lakeas anezan da skei gant e vreg.

— Oh ! Katou me zo eun den fall. Pardon d’in !…

— Nan Nan ! Pardon ebet ! An divorz !…

Trouz e toull an nor.

Ar vam, he daoulagad difoupet eus he fenn, a daolas buhan e skubelen en toul geuneudek.

— Jakig zo erru ? a c’houlennas-hi, spontet.

— N’eo ket, a respontas an tad, goude beza gour-zigoret an nor… Eur c’hi eo a zo o tiskraba an douar aze.

— Eüruzamant !… Arabad e ouezfe ar bugel paour pegen diot eo e vam hag e dad.

— Ya, gwir a leverez… Abalamour d’ezan, greomp ar peoc’h.

— Ze eo a glaskan abaoue ar gomansamant.

— Ha me ive !

Daou bok a ehanas ar rendael.

Yan BREZAL.