Cloaregic ar stanc

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloaregig ar Stank.

1890  (Levrenn I, p. 324-328)



CLOAREGIC AR STANC.
____


   Me ’zo eur c’hloaregic iaouanc,
A zo ma zi war vord ar stanc.
      Drin, drin, ma mère,
      De l’argent pour bouère !

   A zo ma zi war vord ar ster,
Evel hinin eur c’hevijer.

   Biscoaz n’ am eus laket ma foan
Da garet plac’h, nemert unan ;

   Da garet eur plac’h triouac’h la ;
Nemet p’hi gwelan na ran joa.

   N’allan na lenn na studia,
Gant kiri ’r merc’hed o nea ;

   Ispisial Jannet ar Rouz,
Gant he daoulagad amourous ;

   Na p’ ec’h on-me d’an offern-bred,
Me na lâran pater a-bed,


   Nemet sellet dreïst bec ma scoa,
Da gât ar vestrès coant am oa...

   Ma mamm, ma zad p’ho deus goufet,
D’ar studi da Baris ’c’h on casset...

   Na pa oan en Paris o studi,
Digassas ma mestrès lizer d’in,

   Na da donet d’ar gêr ac’hane,
Mar ma c’hoant d’hi gwelet en buhe ;

   Da donet d’ar gêr prontamant,
Ma weljen beo ma mestrès coant.

   Ha me o paca ma levrio,
Hac o vont en trezec ma bro.

   Pa oan o vont gant an hent braz,
Clewis ar c’hleïer o sôn glas ;

   Clewis ar c’hleïer o zôn glas,
Tôliou bihan ha tôliou braz;

   Clewis ar c’hleïer ’zôn canvo,
D’am mestrès coant a oa maro.

   Pa antreis ebars ann ti,
Oa ar belec ouz hi noui.

   War ma daoulinn ec’h on stouet,
Gwalc’h ma c’halon em eus goelet.

   P’oa êt ann dud e-mès ar gambr,
Me da vuele ma dousic coant ;

   Ha ma mestrès o lâret d’in :
« Na oelet ket ’balamour d’in !

   « Cloarec iaouanc, mar am c’haret
« ’Balamour d’in na oelet ket.

   « Goelet ’blamour d’ar Messias,
« Zo marwet ’wit-omp war ar groas. »

   N’ da ket ho gir peurachuët,
Ma mestrès coant a zo marwet.

   Ar veleien, en gwenn gwisket,
A gass ma dousic d’ar verred ;

   Ar veleïen, gwisket en gwenn,
A ia ’n eur ganan, dre ann hent ;

   A ia biou ann hent ’n eur ganan
Me ’ia dre ’r parcô, ’n eur oélan ;


   Ar veleien gane gant joa,
Me a oele, sujet am oa.

   ’Bars ann ilis p’on antreet,
’Dreg eur pilier ’c’h on daoulinet.

   P’oa êt tout ann dud ac’hane,
Me ac’h es ive war ar be.

   Na d’ar gêr pa oan o tonet,
Eur plac’h iaouanc ’m eus rancontret ;

   Eur plac’h iaouanc, gwisket en gwenn,
Coeff lien Kintin war he fenn.

   O Doue, brawa feumeulen,
Penamert a oa dierc’hen !

   — « Cloarec iaouanc, d’in-me lâret,
« Pe-lec’h ec’h et pe ec’h oc’h bet ?

   — « Deuz ma eured eo a teuan,
« ha d’ar gêr brema eo ec’h an.

   — « Cloarec iaouanc, gaou a leret,
« Deuz m’interramant eo a tet ;

   « Hac ec’h on deut, a-beurs Doue,
« da lêret dit chanch a vuhe ;

   « Dilezel ar gwinn, ar merc’hed,
« Studia da vont da vêlec ;

   « Ha pa vi te et da velec,
« Peder offern ’s-pô da lâret :

   « Unan d’hes tad, un all d’hes mamm,
« Unann ewit-out da unann;

   « Eun all dirac ar Speret-Glan
« Wit m’em delivro deuz ma foan !

   « Hac er baradoz, pe war dro,
« Mar grez er fad, ni em welo [1].


(Greg Mao.)

___________
  1. Var. : « ’N ho offern genta a varwfet ;
    « Neuze a vin-me delivret. »