Boutouigou ar Werc’hez

Eus Wikimammenn
Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 169-174)



Boutouigou ar Werc’hez [1]


————


Bez ’z eus, en eun tu bennak e Breiz-Izel, war lez eur c’hoad bras, eur chapelig koz, savet en enor d’an Itron Varia. An doen goz mein glaz hag ar mogeriou hanter freuzet, a zo paket gant an illio, a ra d’ezo evel eur vantel c’hlas ha dantelezet. Dister eo ar chapel, daou brenest hag a zo beget e penn-kreac’h anezo evel eur vi yar, a ro sklerijen enni ; ha dindan eun tourig beg-moan, el leac’h ma ’zeus eur c’hloc’h bihane pign, e tigor an nor vras koad dero, kizellet ha dantelezet, mes hanter vrein. Ar c’hloc’hig en deus eur vouez voan ha skiltr a zav evel kan an evnig a uz d’ar c’hoad, hag a vez klevet a bell.

N’eo ket gwall gaer ar paour kêz chapel ; n’eus netra enni brao da welet, netra nemet ar Werc’hez, eur Werc’hez koz ha koant bepred. Piou en deus grêt anezi ken koant, ken brao ? Eun den ha ne ouezer doare d’ezan, ha n’en deus ket skrivet e hano war ar jijen ; eun den dornet mat koulskoude, hag eur c’hristen evel m’eo dleet. Diouz gwelet anezi, pa sko warni eur bann heol, dre ar prenest, ha pa hij warni skeud an deliou illio, e lavarfe eun den eo beo ar Werc’hez, gant he bleo melen aour, he diouchod rus, he genou hanter zigor o vousc’hoarzin ken dous, hag he daoulagad glas glizen o sellet gant madelez ouz ar re a ya da bedi anezi. War he zal gwenn evel eur fleurdelizen ez eus eur gurunen steredennek, eur wel gwenn kann a guz he bleo hir hag eur zae wenn, gant rozennou aour, a wisk anezi, hag a zo dalc’het gant eur gouriz glas evel bolz an nenv. He daouarn gwenn en em stard war he mabig Jezuz hag a zo e zivreac’h en dro da c’houzoug e Vamm hag e benn melen war he skoaz.

E treid an Itron Varia, o tra burzudus ! en he zreid ez eus eur boutou, ya ! eur boutou koad, bihan ha koant, evel he zreidigou gwenn, boutou koad melen, liou kistin, kizellet evel koad dantelezet. Boutou koad ? d’eur Werc’hez ? Biskoaz kement all n’ho peus klevet, me gred. Ac’hanta, selaouit, ha me ’ya da lavaret d’eoc’h pebez burzud a c’hoarvezas diwar-benn ar boutouigou-ze.

Ebarz ar c’hoad-ze, e kichen ar chapel, e oa bet kavet, breman ’zo tost pemp kant vloaz, en amzer brezel bras Breiz-Izel, eur c’hrouadur demdost noaz, a ouele hag a hirvoude, kollet gantan e vamm. Ar boutaouer-ma, Gwilh e hano, a zonjas penaos e kavje tad ar bugel hag en divije digantan eur gaer a aluzen dre drugarez. N’allas ket kaout doare ebet eus tud ar bugelig, ha dre ma kreske henman en oad, e rustae dioutan. Herve — an hano-ze a oa roet d’ar bugel — a oa eta savet evel eur paourkêz emzivad ; aliesoc’h en deveze skouarnadou eget bara.

Biskoaz ne c’hoarze ar bugel paour. Chom a rae awechou ebarz ar c’hoad gwall bell da zelaou kana an evnigou koant ha skanv, ha neuze e sonje : « Al labouzed tener o deus eur neizig klouar, emezan, hag eur vamm vat da c’holo anezo gant he askel zom, ha da zigas d’ezo da zebri. Ha me, piou eta en deus koun diouzin ? »

Koulskoude beza ’veze eürus awechou, pa c’halle mont d’ar chapel. Eno en doa kavet eur Vamm ! Ar Werc’hez trugarezus, a zeblante d’ezan e selle d’e gaout en eur c’hoarzin outan ken seder. Hag alies e teue eno da ouela ouz treid e Vamm an Nenv.

Kreski a rae ’ta, en despet d’an tôliou ha d’ar yuniou, karet gant ar Werc’hez koant hag e lavare d’ezi, gant fizianz, e holl drubuilhou. Erru oa en oad d’ober e Bask kenta, ha daoust da Wilh ar boutaouer da veza drouk, n’alle ket hen harz da vont d’ar c’hatekiz. Eno Herve a oa ken fur, ken aketus da zeski ma oa roet evit skouer d’ar re all gant an aotrou Person. Pa dosteas miz mae, miz ar bleuniou, miz an neizou, miz ar Paskou kenta, ar Person a lavaras d’ar vugale e vije mat d’ezo rei eur prof d’an Itron Varia, deiz o Fask. An daelou en e zaoulagad, Herve, stouet ouz treid ar Werc’hez, a lavaras d’ezi : « Ha me, paourkêz, petra roin-me d’eoc’h ? Allaz ! Mammig ker, n’em eus netra. rak va c’halon a zo d’eoc’h a bell ’zo ! » An heol, o para war dreid noaz ar Werc’hez, a zigasas d’ezan eur zonj vrao. Mont a reas d’ar gêr, ha gant eur gontel lemm hag eun tam koad fao en em lakeas, e kuz, da labourat gant prez. Ar c’hoad a gemeras, tam ha tam, stum diou votezig skanv ha koant ; neuze o brodas, o zoullas gant beg e gontel hag e reas war o choukou evel deliou ha bokedou meurbet fin. Goudeze e vogedas anezo, ken e oant alaouret, melenet, ha koant e oant evel diou vagig gant o beg moan ha tronset war grec’h, hag eur rozennig e kreiz. Lavaret e vije eur boked bleun ha deliou koad. Luc’ha ’reant zoken evel kistin dare.

Setu erru deiz kaer Pask ar vugale. Herve en doa bet digant Itron ar c’hastel, eur wiskamant nevez ’giz an amzer-ze : bragou berr ha porpant glas mor. E vleo hir melen ha flour. frizet evel gloan an oan bihan, a goueze war e ziouskoaz, en eur lugerni d’an heol, dindan e dok ledan, hag e zaoulagad a steredenne gant laouenedigez e galon.

Dindan e vrec’h e oa gantan, paket en eul lien gwenn, an diou votez dantelezet. Da betra lavaret d’eoc’h e eurusted pa zeuas en e galon glan ar Mabig Jezuz, e Vreur ken karel ? C’houi hen goar, an deiz-se eo ar c’haera eus ar vuez, hag Herve n’en doa bet eürusted ebet c’hoaz…

Goude an oferen ez eas ar vugale, hervez ar c’hustum, da leina d’ar presbital ha goude ez ejont da c’hoari eur pennad ebarz ar prad bras Neuze pep hini a ziskouezas e brof. « Herve, eme ar re all, diskouez ar pez a roi te d’ar Werc’hez. » Herve a zisplegas al lien gwenn. A boan oa digoret ar pakad m’en em lakaas ar re all da c’hoarzin a bouez o fenn ha d’ober gwap diouz ar paourkêz boutaouer bihan. « Boutouigou koad !… d’ar Werc’hez ! he ! he ! red en d’it beza leue ! Ha penaos e laki te anezo d’ezi ? » « Sell, eme mab ar miliner sell ar chaden aour a roin-me d’ar Werc’hez ! » « Ha me, eme eun all, me a roio d’ezi eur wel lien fin ha flour, nezet gant preder, gant va mamm. » Neuze mab ar markiz, Raoul Kerbrug, a zigoras eur c’hef bihan, hag a ziskouezas d’ar vugale souezet eur gurunen aour, perlezet, a lugerne war eur fons voulouz glas. Herve, glac’haret ha mezek, a blegas e benn, daelou en e zaoulagad. Tec’het oa e joa gant gwaperez ar vugale-ze, kriz a galon ; n’en doa ken c’hoant ebet nemet da vruzuni dindan e dreid ar boutouigou en doa kleuzet ha brodet gant kement a garantez. Mes ar person a dostaas hag a frealzas e galon baour en eul lavaret : « Ar Werc’hez a zello muioc’h ouz ar c’halonou eget ouz ar profou a vo grêt d’ezi. Deuit, bugale, d’ar brozesion evit kas ho prof d’an Itron Varia. » Mont a rejont ’ta, laouen en eur gana kantikou.

Goude ar gousperou — lavaret « war ton ar c’hrampoez gwiniz », gallout a rit am c’hredi ! — pep hini a dostaas da rei d’ar Werc’hez e brof. Ar markiz bihan, Raoul, da genta, gant lorc’h a bignas war eur skeul vihan da lakât war benn ar Werc’hez e gurunen steredennet. Ar re all a zeuas ive an eil goude egile, hag Herve an diveza, an dour en e zaoulagad glas, a zelle piz ouz ar Werc’hez.

— O Mammig ! emezan, na rit ket fae war va labour, gantan ec’h adroan d’eoc’h va c’halon.

Koulskoude, pa oa arru tost, e chomas abof, mes ar Werc’hez a c’hoarze ken tener, ken ma tosteas krenn. O va zud vat ! pebez burzud a oa gwelet neuze !…

Ar Werc’hez koad a zavas, an eil goude egile, he daou zroad gwenn, hag Herve a c’hallas, en eur grena, gwiska enno ar boutou dantelezet !… Ha neuze ar Werc’hez a astennas he brec’h, en eur blega he fenn kurunet, da gaout an emzivad disprizet, hag a lakaas he dorn benniget war e benn hag eur pok karantezus war e dal gwenn ha glan !

Ar bugel paour, dindan douster ar pok dudius-se, beuzet e galon a levenez, a gollas anaoudegez ha dousik a ruzas hag a gouezas war an douar. An aotrou person souezet bras ha spontet hen adsavas ; an daoulagad glas a oa digor ha leun a eurusted, ar genou rus a vousc’hoarze c’hoaz mes ar galon, re vihan evit kement a levenez, a oa paouezet da skei. Seblantout a rea beza maro ! Ne oa ket, koulskoude, ne oa ket maro dre laouenedigez. Eur pennad goude, Herve, stouet d’an daoulin dirak e Vamm a rea d’ezi ar gwesti eus e vuez holl…

Ar Werc’hez a oa adsavet evel diagent, eun hevelep c’hoarz dous war he genou koant, mes gant ar gurunen lugernus war he fenn, ar wel war he bleo, ar chaden aour en he c’herc’hen… hag ar boutou dantelezet en he zreid…

Hag Herve ?… Herve na c’houlennas ket adkemer ar galon en doa roet d’e Vestrez, ha biskoaz den ken n’en deus poket d’an tal-ze a oa bet gwestlet gant genou glan ar Werc’hez. Mont a reas raktal d’eur manati, hag eno e varvas evel eur zant, goude eur vuez a beden hag a binijen.

Gras a c’houlennan digant Doue, evidoc’h evel d’in va unan, d’echui eveltan.

Evelse bezet great.

HERMINIK.
  1. Embannet a-raok e-barzh La Croix des Côtes-du-Nord ar 01/03/1896. Sinet Herminik.
    (kan.bzh)
    E-barzh Envorennou eur Brezonegour, gant F. Vallée, e lenner, p.32 :
    "Herminig, eur vestrez-skol, n’em eus ket anavezet nemet dre hec’h oberou. Skriva a reas eur gontadenn, Steredenn, heg a blijas kalz d’ar lennerien. Moulet e voe war baperennou distag ha rôet pe werzet war-dro ugent mil anezo." (IDBE)
    (Notenn ganr Wikimammenn).