Bibl/Levr Sofonias

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 274-276)



LEVR SOFONIAS.


————


I. PENNAD



1. Ger ann Aotrou, péhini a zeûaz da Zofonias mâb Chusi, mâb Godolias, mâb Amarias, mâb Ézékias, é deisiou Josias, mâb Amon, roué Juda.

2. Strolla, strolla a rinn kémen̄d a zô war c’horré ann douar, émé ann Aotrou.

3. Strolla a rinn ; ann dud hag al loéned ; strolla a rinn evned ann én̄v ha peskéd ar môr : dispenna a rinn ar re fallagr, hag é kollinn ann dûd diwar ann douar, émé ann Aotrou.

4. Astenna a rinn ivé va dourn war Juda, ha war holl dûd Jéruzalem : hag é kollinn diwar al léac’h-zé dilerc’hiou Baal, hag hanvou hé vinistred, gan̄d hé véleien :

5. Hag ar ré a azeûl war ann tôennou armé ann én̄v, hag ar ré a azeûl ann Aotrou hag a dou dré hé hanô, hag a dou ivé dré hanô Melc’hom ;

6. Hag ar ré a zistrô dioud ann Aotrou hép mon̄d war hé lerc’h ; ar ré na glaskon̄t két ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé gavout.

7. Tavit dirâg ann Aotrou Doué : râk tôst eo deiz ann Aotrou ; râg aozet eo ann hostiv gan̄d ann Aotrou ; galvet eo hé vanvézerien gan̄t-han̄.

8. Hag ével-henn é c’hoarvézô : é deiz hostiv ann Aotrou é emwélinn ar brin̄sed, ha bugalé ar roué ha kémen̄d hini a vézô gwisket gan̄d diḻad a-ziavéaz.

9. Mé a emwélô ivé kémen̄d hini a iélô gan̄t balc’hder dreist ann treûzou enn deiz-zé, hag ar ré a leuñ tî ann Aotrou hô Doué a fallagriez hag a douellérez.

10. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é vézô eur garm brâz out porz ar péskéd, ha iouc’hadennou oud ann en̄v hag eul lazérez brâz eûz ar c’hrec’hiennou.

11. Iouc’hit, tûd Pila : tavet eo pobl Kanaan ; dispennet eo ann holl dûd-zé gôlôet a arc’han̄t.

12. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn amzer-zé : c’houilia a rinn Jéruzalem gan̄t kleûzeûriou : emwélout a rinn ann dûd a zô éat doun enn ho hudurnez, hag a lavar enn hô c’halounou : Ann Aotrou na rai két a vâd, na rai két a zrouk.

13. Hô madou a vézô preizet, hag hô ziez a zeûi da véza didud : tiez a zavin̄t, ha na choumin̄t két enn-hô : gwiniennou a blan̄tin̄t, ha na évin̄t két ar gwîn anézhô.

14. Tôst eo deiz brâz ann Aotrou, tôst eo ha téar : mouéz deiz ann Aotrou a zô c’houerô ; énô é vézô en̄krézet ann dén kré.

15. Eunn deiz a vuanégez é vézô ann deiz-zé, deiz a en̄krez hag a an̄ken, deiz a c’hlac’har hag a reûz, deiz a dévalien hag a amc’houlou, deiz a goabr hag a arné.

16. Deiz korn-boud ha trouz, a-éneb ar c’heriou kré, hag ann touriou uc’hel.

17. Ha mé a en̄krézô ann dûd, hag hî a valéô évél tûd dall, ô véza ma hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou : hag hô goad a vézô skuḻet ével poultr, hag hô c’horfou-marô a zeûi ével teil.

18. Hô arc’han̄t hag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz buanégez ann Aotrou : é tân hé oaz é loun̄kô ann douar holl ; râg hasta a rai bévézi ar ré holl a choumô war ann douar.


————


II. PENNAD


Disman̄tr ar Filistined, ar Voabited, ann Ammonited, ann Étiopied hag ar Siried.


1. En em strollit, deûit kévret, brôad dihégar ;

2. Abars ma teui dré hé c’hourc’hémenn ann deiz a dréménô ével ar poultr ; abars ma teûi war-n-hoc’h buanégez frouden ann Aotrou, abars ma teûi war-n-hoc’h deiz argarzidigez ann Aotrou.

3. Klaskit ann Aotrou, c’houi holl péré a zô kûn̄ war ann douar, péré hoc’h eûz gréat hé varn : klaskit ar reizded, klaskit ar gun̄vélez : évit ma hellot en em guza é deiz frouden ann Aotrou.

4. Râg Gaza a vézô dispennet, hag Askalon a zeûi da véza didud, Azot a vézô disman̄tret é-kreiz ann deiz, hag Akkaron a vézô dic’hrisiennet.

5. Gwâ c’houi, péré a choum war aod ar môr, brôad tûd kollet : éma gér ann Aotrou war-n-od, Kanaan, brô ar Filistined ; ha mé az tispennô, enn hévélep doaré na choumô mui den é-béd enn-od.

6. Hag aod ar môr a zeûi da éhan d’ar veserien, ha da éc’hoaz d’ann dén̄ved.

7. Da lôden é vézô d’ar ré a vézô choumet eûz a di Juda : énô é kavin̄t peûrvan, hag é c’hourvézin̄t diouc’h ar pardaez é tiez Askalon ; râg ann Aotrou hô Doué hô emwélô, hag hô lakai da zistrei eûz ar sklavérez.

8. Klevet em eûz kunuc’hennou Moab, ha drouk-prézégou bugalé Ammon, péré hô deûz gwall-aozet va fobl, hag a zô braséet diwar goust hé harzou.

9. Râk-sé ével ma ounn béô, émé Aotrou ann arméou, Doué Israel, Moab a zeûi ével Sodoma, ha bugalé Ammon ével Gomorra, eunn douar séac’h ével spern, eur bern c’hoalen, ha lec’hiou didud da-vikenn : ann dilerc’h eûz va fobl a breizô anézhô, hag ann dilerc’h eûz va broad a berc’hennô anézhô.

10. Kémen̄t-sé a c’hoarvézô gan̄t-hô enn abek d’hô balc’hder ; ô véza ma hô deûz drouk-prézéget, ha ma in̄t bét braséet diwar goust pobl Aotrou ann arméou.

11. Heûzuz é vézô ann Aotrou évit-hô, hag hen̄ a gasô-da-gét holl zouéed ann douar : ha pép-hini enn hé léac’h ; hag holl énézi ar brôadou a azeûlo anézhan̄.

12. Ha c’houi ivé, Étiopied, a vézô lazet gan̄t va c’hlézé.

13. Hag hén̄ a astennô hé zourn war ann han̄ter-nôz, hag a gollô ann Assiria ; hag é lakai hô c’héar gaer ével eunn distrô, dihen̄t ha didud.

14. Ann dropellou, hag holl loéned ar brôadou a c’hourvézô enn hé c’hreiz : ar bon̄gors hag ann heûreûc’hin a choumô enn hé ziez kaer : al laboused a ganô war hé frénestrou, hag ar vrân a goagô war hé gourinou, râg hé galloud a gasinn-da-gét.

15. Houn-nez eo ar géar valc’h, a oa kenn her, hag a lavaré enn hé c’haloun : Mé a zô, ha n’eûz hini all néméd-oun ; pénaoz ef-hi bét trôet enn eunn distrô, é éc’hoaz d’al loéned ? Kémen̄d hini a iélô ébiou d’ézhi a c’houibanô, hag a héjô hé zourn.


————


III. PENNAD


Ar profed a ziougan talvoudégez hag eûr-vâd al lézen nevez.


1. Gwâ ar géar heskiner, a zô bét dasprénet, hag a choum ével eur goulm.

2. N’é deûz két sélaouet ar vouéz, n’é deûz két digéméret ar c’hélenn : n’é deûz két lékéat hé fisian̄s enn Aotrou, n’eo két tostéet oud hé Doué.

3. Hé frin̄sed enn hé c’hreiz a zô ével léoned ô iuda : hé barnerien ével bleizi a zebr hô freiz diouc’h ar pardaez, ha na lézon̄t nétrâ évid ar mintin.

4. Hé froféded a zô tûd diskian̄t, tûd disléal : hé béleien hô deûz saotret ann traou san̄tel, hag hô deûz torret al lézen enn eunn doaré direiz.

5. Ann Aotrou reiz a zô enn hé c’hreiz ; na rai két hén̄ a fallagriez : diouc’h ar mintin, diouc’h ar mintin é tougô hé varn oud ar goulou, ha n’hé c’huzô két ; hôgen ar fallagr n’en deûz két bét a véz.

6. Dispennet em eûz ar brôadou, hag hô zouriou a zô bét diskaret : freûzet em eûz hô hen̄chou, enn hévélep doaré n’az â dén ébiou : disman̄tret eo hô cheriou, ha n’az â dén, ha na choum dén enn-hô.

7. Lavaret em eûz : Koulskoudé é touji ac’hanoun, hag é tigéméri va c’hélen : hag hé c’héar na vézô két disman̄tret, pé wall-bennâg ma é deûz gréat évit ma emwélchenn anézhi : ha koulskoudé ô sével diouc’h ar mintin hô deûz saotret hé holl vénosiou.

8. Râk-sé gortoz ac’hanoun, émé ann Aotrou, enn deiz da zon̄t eûz va dazorc’h ; râk va ratoz eo strolla ar brôadou, ha grounna ar rouan̄télésiou, évit skuḻa war-n-ézhô va drouk, hag holl vuanégez va frouden : râg é tân va oaz é vézô loun̄ket ann douar holl.

9. Râk neûzé é rôinn d’ar boblou muzellou dilennet, évit ma c’halvin̄t holl hanô ann Aotrou, ha ma servichin̄t anézhan̄ gan̄d eunn hévélep skoaz.

10. Eûz a enn tu all da ster ann Étiopia é teûor da bidi ac’hanoun, ha bugalé ar ré eûz va fobl a vézô bét skiñet a zigasô rôou d’in.

11. Enn deiz-zé na vézi mui mézékéet gan̄d ann holl wall-ôberiou é péré ec’h eûz péc’het em énep ; râk neûzé é tenninn eûz da greiz ar ré hô deûz savet da valc’hder gan̄d hô labennérez, ha n’en em fisiot mui em ménez san̄tel.

12. Ha mé a lézô enn da greiz eur bobl paour ha tavan̄tek : hag hî a lakai hô géd é hanô ann Aotrou.

13. Dilerc’hiou Israel na rain̄t két a fallagriez, ha na livirin̄t két a c’hevier ; ha na vézô két kavet enn hô génou a déôd touelluz : râk hî a beûrô, hag a c’hourvézô, ha na vézô hini évid hô spoun̄ta.

14. Kân meûleûdiou, merc’h Sion : béz el lévénez, Israel : en em laouéna, ha trîd enn da holl galoun, merc’h Jéruzalem.

15. Lamet en deûz ann Aotrou da varn, pelléet en deûz da énébourien : ann Aotrou, roué Israel a zô enn da greiz, n’az pézô mui a aoun râk drouk.

16. Enn deiz-zé é vézô lavaret da Jéruzalem : N’az péz két a aoun ; da Zion, na vézet két dinerzét da zaouarn.

17. Ann Aotrou da Zoué enn da greiz a zô kré ; hén̄ az dieûbô : en em laouénaad a rai diwar da benn ;

18. Strolla a rinn ar skan̄benned péré hô doa dilézet al lézen, ô véza ma oan̄t deûet ac’hanod, évit n’az pézô mui a vézégez diwar hô fenn.

19. Chétu mé a lazô enn amzer-zé kémen̄d hini en dévézô da c’hlac’haret : dieûbi a rinn ann hini gamm ; hag é strollinn ann hini a oa bét distolet : ha mé hô lakai é meûleûdi, hag é hanô-mad é holl zouar hô mézégez.

20. Enn amzer-zé, é péhini é tigasinn ac’hanoc’h, hag enn amzer é péhini é strollinn ac’hanoc’h, hô likiinn é hanô-mâd é-touez holl boblou ann douar, pa likiinn da zistrei hô sklaved dirâg ho taoulagad, émé ann Aotrou.