Ar C’hoziad hag an tri den yaouank

Eus Wikimammenn
 
Mont da : merdeiñ, klask
◄   Ar Marc’hadour bonedo koton An Azen gwisket gant kroc’hen al leon   ►





X


AR C’HOZIAD HAG AN TRI DEN YAOUANK


Eur c’houeriad pewar-ugent vloaz,
Dispak e vleo gwenn war e skoaz,
A oa o planta er parkou
Koajou derv ha gwez avalou ;

Pa dremenas tri fautr eus ker,
Tri fautrig laouen ha seder ;
Hag o vont ebiou gant an hent,
An eil d’egile e larent :

— Kollet eo e benn gant hema,
Pa vez, hag heñ kos, o planta ;

E benn gantañ a zo kollet ;
Ma zavfe ti, ne larañ ket.

— ’C’han ta ! ’meze o vousc’hoarzin,
Red eo laret n’oc’h ket goall-fin :
Petra dal d’eoc’h kement aked
’Wid eun amzer na welfot ked ?

Pegeit eta oc’h en gortos
Chom start war ho pipejou kos ?
Koulsoc’h eo d’ac’h brema sonjal
Er pec’hejou ’peus graet gwejall !

Kouls eo d’ac’h lezel pep preder
A zeu da vat gant hir amzer :


Se na zerec ’met d’an hini
A zo yaouank eveldomp-ni.

— Se na zere da zen ebet,
Na d’iñ, na d’eoc’h-hu kenneubet !
En deveus eilgeriet raktal
An den kos, o rei bronn d’e bal.

Pep tra, war an tam douar-man,
Pa vez deut ar pred, a zihoan ;
A vleunv awechou, ha bepret
A oenv… pa vez arri ar pret.

Neuden va deiziou hag ho re
Zo e dorn an Autrou Doue.
Pini ane da genta ’vo
Troc’het gant gweltre an Anko ?

Piou ac’hanomp, va fautred paour,
A welo an heol melen-aour
Goude ’n tri all eus hon fewar ?
N’ez eus nemet Doue a oar.



Ema dalc’hmat hor c’houezaden
O termal beteg an termen ;
Beteg an termen diweza
’Ma ’vont diskwis, heb ehana.

Hogen, ha pa venn war an heur
Galvet dirag ar Barner meur,
Evitse me na gredfen ket
E ve va labour-ma kollet :

An derv-mañ a ray skeud, eun de,
D’ar re a vevo ma goude ;
Ar gwez-mañ a roy avalo
Ha jist, ’rei vad da dud ar vro.


Ma ! difenn a rit d’an den fur
Kemeret poan d’o flijadur ?
Ar seurt mennoz bremañ endeon
A zo eur frouez c’houek d’am c’halon.

E danvat a c’hellan warc’hoas
Hag eun nebeut deveziou c’hoas ;
Me c’hell soken war ho peiou
Pedi Doue gant hoc’h eneou ! —

An den kos en doa laret gwir ;
Buez an tri-ze n’oe ket hir :
Unan, o vont d’an Amerik
’Wit dont ac’hane pinvidik,

Kent beza aet mat deus ar porz
A veuzas, daoust d’e griou-forz ;

Lammet oe ’n eil gant eun taul kri,
O klask brud ar vrezelidi ;

An drede, ’oa chomet er ger
Da veva sioul ha dibreder,
P’edo ’tivarra eur wezen
A gouezas hag a varwas krenn.

Kriz vije ’r galon na oelze
Pa glewje doare an tri-ze ;
P’he c’hlewje digant ar c’hoziad,
An daerou en e zaoulagad.


Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu