Ar C’hi hag ar ster

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
◄   Ar Bleiz hag ar c’hi Ar C’haz, ar gaerel hag ar c’honifl bihan   ►





XVI


AR CHI HAG AR STER


――――


Meur a hini a ya goall-bell
Pa ’n deus ar mad, da glask ar gwell ;
Ha koulskoude, peurlïesa
Eo ar mad a vez ar gwella.

Eur c’hi a oa o vale bro
Eur pez kig gantañ ’n e c’heno ;
Abiou d’an dour pa dremenas,
Skeuden ar c’hig eno ’welas.


Hag heñ lezel e dam en hent,
D’en em deurel er ster kenkent ;
Hogen ne gavas mann enni,
’Met dare d’añ en em veuzi.

Goasoc’h oa : goude kemendall
Pa deuas emaes, gleb-dour-dall,
E oa aet e gig didrous-kaer
’Beg eur wezen, gant eur c’haz laer.

’Oann ket ’vit miret a c’hoerzin,
’Welet ’sort stum oa war o min :
Ar c’hi, traou, o sellet adreus ;
Misik, kroec’h, ’lipat flour e c’hweus !

Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu