Ar Breton

Eus Wikimammenn
 
Mont da : merdeiñ, klask
◄   Kent-skriu Er Breton   ►


AR BRETON



I


AR BRETON


(Sonet)


Chetu aze eur fall a loen !
Pa ve grommet, en em zifenn.


D’e oll grouadurien Doue ’ro peadra
Da zifenn o buez dious o enebourien ;
Rak eur brezel a vez atao ’bars er bed-ma :
N’eus nemet an Ankou a lak ar peuc’h da ren.

Ar bleiz en deus bet nerz, al louarn finesa,
An tarv eur goall gerniou, an aer eur binim yen ;
An den e spered lem, trec’h d’al loen ar c’hrenva,
Hag ar vroeg he c’hened trec’h da spered an den.



Na te, pobl ar Vreiziz, petra ’teus d’em zioall
Eneb ar re a glask, goude gourennou hir
Da stlepel, maro-mik, ’mesk treo ’oe bev gwechall ?

Da youl… Hi ra chom start, ’vel er c’hoad-derv yenn dir,
Da yez kaer en da benn, ez kalon da feiz wir.
Dalc’h mat, hag e padi : An neb a venn, a c’hall !