FABL 103.
Al Leön hac ar C’haor.
Eul leon eur c’haor a voelas,
Var eur roc’h huël pa zellas,
O crignat ar spern hac an drez.
E laras dezi : ma carfez
Caout ar sqient evit disqen
Aman da beuri er blassen,
Da vroutta’n tyn ; an alec glas,
O deveus cals muyoc’h a vlas.
Mæs hi ne c’hoante qet ober
Evit beza e gomso caer.
Fall, emei, e intantion
Ha carget deus a dromplezon.
Sans moral.
Ar sans demeus ar fabl a so
Da zivoal eus fals conseillo ;
Evel m’e devoa resistet
Ar c’haor, e diou scouarn zerret
Eus ar c’homso laret dezi
Gant al leön e c’hinimi,
Ha cousgoude en apparanç
E voaint mad bras a gonseqanç.
|
————
|