Adoromp hol e Sakramant an Aoter
Gwir Vab Doue Jezuz hon mestr hon Salver
Sperejou eürus ni ho ped da zisken
D’e adori ganimp d’e veuli da viken
d’e veuli da viken.
En em c’hraet den evidomp dre drugarez,
Hag en osti ’n em guzet dre garantez,
Deut, ma Salver Jezus, diwar an Aoter-man
Da rei d’imp breman, ho pennoz ar wella(n)
Ho pennoz ar wella(n).
Enor ha gloar ha karantez hollbadus,
D’an tri ferson eus an Drinded eürus :
D’ezo gloar, meuleudi, ha bemnoz, ha hemde,
E-pad an hôll amzer hag an eternite,
Hag an eternite.